Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/790

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
790
14 Du
sant josaphat koncewitch

Entanet gant karante Doue, en em droas kement gant ar beden ha gant an oberou mat ma oa skouer holl vugale e oad.

Da ugent vla, e wiskas saë menec’h sant Bazil, ha souezus e oa gwelet pegen brao e ouie reizan e vue war genteliou Jezuz-Krist. Bale rê diarc’hen hanv-goanv ; ne zebre ket a gig, ha n’eve ket a win, nemet pa veze gourc’hemennet d’ezan ; betek e varo e kastizas e gorf gant eur saë reun ; gant skoazel e vamm vat, ar Werc’hez Vari, e c’hallas miret gwerc’h, hed e vue, lilien e c’hlanded.

Ken bras oa ar vrud eus e ouiziegez hag eus e zantelez ma oe laket, yaouank c’hoaz, en penn manati Byten ha goude en hini Vilna ; ac’hane, da eiz vla ha tregont, e oe grêt d’ezan pignal war gador arc’heskob Polotsk.

En amzer-ze, holl c’halloud an ifern a oa ’n em savet da ziframman he bugale digant Hon Mamm Zantel an Iliz.

Evel eur pastor mat, Josaphat n’en devoa preder nemet gant silvidigez an denved a oa fiziet ennan. Embann a rê n’hall bezan nemet eun Iliz, hag eo Iliz Rom, ha hi hepken, gwir Iliz Jezuz-Krist ; labourât a reas eus e holl nerz da drei an heretiked hag ar chismatiked warzu Kador sant Per. Ne baouezas ket eur pennad, dre e skridou, da zispenn ar geier savet eneb d’ar pab. Ober a reas gwellan m’hallas evit lakat da ’n em glevet Iliz ar zav-heol ha hini ar c’huz-heol. Kement a gristenien reuzeudik a digasas war an hent mat, ma oe lezhanvet gant an heretiked ha gant ar schismatiked « Duchokhrat » , da lavaret eo, laer an eneou. Al lezhano-ze ne rê ket kalz a boan d’ezan, ha lavaret a rê : « Ma c’hellfen laerez hoc’h eneou d’ec’h holl, evit o c’hinnig d’an Otrou Doue, neuze e vefen laouen. »

Tud fall, o welet ar gwir fe o c’honid kement hag a rê, ec’h eas droug enne eneb Josaphat. Eun de, pa oa oc’h ober tro e eskopti, e sailhjont war an ti oa diskennet ennan, en Vitepsk, hag en em lakjont da skei war gement hini a gavent. Neuze, an arc’heskob santel, ken sioul ha tra, a deuas d’o c’hât hag a lavaras : « Ma bugale, perak e skoet gant tud ma zi ; ma ho peus droug ouzin, setu me aman. »

Chom a rejont sebezet ! daou aneze a youc’has ’velkent : « Dao d’an hini a zo evit ar pab ! » Unan a zarc’haoas eun tôl gantan war e dâl ; egile a faoutas d’ezan e benn gant eun tôl bouc’hal. Ar merzer a gouezas a-hed e gorf d’an douar, beuzet en e wad : nerz awalc’h en devoe, koulskoude, d’ober sin ar groaz, hag en eur lavaret ar geriou-man : « O ma Doue ! » e tremenas.

Neuze ar vuntrerien a laeras kement tra a oa er palez,