Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/794

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
794
15 Du
sant malo

————


KENTEL


An anaoudegez vat a dleomp da vadoberourien hon eneou


Eun dra hag a ver en gortoz anezan digant kement hini a zo bet astennet an dorn d’ezan war hent ar vue, eo an anaoudegez vat.

Kemer hep rei
A lak ar garante da drei.

An anaoudegez vat a zo eun dra red ; ha koulskoude, nag a zianaoudegez a zo war an douar-man ! Nag a bed gwech bemde e welomp o tont da wir lavar ar re goz :

Eur vad grêt
Ankouaet.

Nag a bed tad, nag a bed mamm o deus poaniet blaveziou ha blaveziou ; o deus dispignet gant o bugale o danve, o yec’hed hag o nerz, hag a ve gwelet, en o c’hozni, prest da vervel gant an naon.

Hag ar pez a zo gwir pa gomzer eus ar vad grêt d’ar c’horfou, a zo ken gwir-all, siouaz, pa gomzer eus ar vad grêt d’an eneou. Abalamour d’eze, ar veleien o deus dilezet pep tra ; labourat a reont, hep paouez, da lakat ar vertuziou kaeran da zevel enne.

Red eo eta, da vihanan, anaout ar vad a reont ha komz aneze gant doujanz. « Arabad eo d’ec’h, eme sant Pôl da gristenien e amzer, ankouât ar re ’zo bet o ren ac’hanoc’h hag o deus prezeget d’ec’h komzou Doue. Mementote prœpositorum vestrorum qui vobis locuti sunt verbum Dei. [1] »

An holl a gomz eus ar beleg, hag ar re a anave anezan an nebeutan eo a drouk-komz anezan ar muian. Evit gouzout petra eo, n’et ket d’an tiegeziou dizoue, eno n’eus hano mat ebet ; n’et ket d’ar skoliou dizoue, eno n’eo nemet eur spontailh ; n’et ket d’ar skridou dizoue, eno ne rêr nemet e labean. En tiegeziou dizoue, er skoliou dizoue, er skridou dizoue, n’anavezer ar beleg nemet diouz an tu gin ; anaout eun dra diouz an tu-ze, n’eo ket hen anaout eo. Evit anaout ar beleg diouz an tu mat, darempredet anezan ha goulennet petra eo digant an hini en deus hen grêt, hag e lavaro d’ec’h eo « holen an douar, sal terræ ; ha sklerijen ar bed, et lux mundi. » Neuze e ouvefet ar wirione.




C’houezekvet devez a viz Du


SANT MELANI
Eskob Roazon (***-530)



Melani a oa ganet en Plaz, eskopti Gwened, er c’horn tostan da eskopti Roazon. Sevel a reas war e zouar eur manati bras a zervijas kalz da gristenan ar vro a zo etre Gwened, Roazon ha Naoned.

  1. Ad. Heb. XIII, 7.