Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/795

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Du
795
sant melani

Sant Melani
Sant Melani

Eun den koz eus Bro-Wened, o vezan kollet e vab, a lavaras d’e vignoned : « Douget korf ar pôtr-ze d’an den santel Melani : fizianz am eus e roio d’ezan ar vue, hen hag a brezek an Doue beo. »

Ar c’horf a oe douget d’ar zant ; an tad a deuas d’e heul hag a lavare, an daerou en e zaoulagad : « O den mat, kredi ran ho peus galloud da rei ar vue d’am mab. » An dud a oa diredet da heul ar Gwenedour a harpe e beden.

Sant Melani a zizroas warneze : « O Gwenediz, da betra ober miraklou dirakoc’h en hano Jezuz-Krist, pa n’eo ket mat d’ec’h kredi ennan ? »

En amzer-ze c’hoaz, Gwenediz, kouls lavaret holl, a oa paganed. Ar bobl a respontas : « Ma lakes ar vue da zont er bugel-ze, neuze ni gredo holl en Doue a brezegez. »

Melani a bedas, a reas sin ar groaz war galon ar c’hrouadur, hag ar c’hrouadur a vevas. Ar bobl, sebezet, a youc’has raktal : « Awalc’h eo ! Ni a gred holl en Doue Melani ! » Hag en gwirione, nebeut amzer goude, ar zant en devoe ar blijadur da vadezi, kouls lavaret, kement hini a oa bet test eus e virakl.

War-dro ar bla 490, Melani a bignas war gador eskob Roazon. Den ebet ne ouie gonid an dud eveltan.