Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/798

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
798
17 Du
an den eurus per-mari-loeiz chanel


Seitekvet devez a viz Du


An den eürus Per-Mari-Loeiz Chanel
Kentan merzer an Oseani (1803-1841)



Per-Mari-Loeiz Chanel a oa ganet en Cuet, eskopti Belley, an 12 a viz gouere 1803. Mab oa da C’hlaoda ha da Vari-Anna Sibellas, daou gristen eus ar gwellan.

E vamm, evel eleiz eus ar vugale savet en blaveziou an dispac’h, ne ouie na lenn na skrivan, mes anaout ha heuilh mat a rê he relijion, ha lakat a rê doujanz Doue da ren en he zi. An dud a veze ganti o serviji oa arabad d’eze lavaret eur gomz treuz, ha chom hep mont d’an ofisou d’ar zul ; ar re aneze ne blegent ket d’ezi war an daou boënt-se, n’o dije nemet mont elec’h-all.

Perig ne ouie ket c’hoaz lavaret eur ger, ha dija oa desket d’ezan gant e vamm ober sin ar groaz ; dre ma kreske en oad, e tesked d’ezan e bedennou hag e gredennou. Pa oe bras awalc’h, ec’h eas d’ar zul d’an iliz, gant e gerent ; bemde e karje bezan gallet mont d’an oferen, mes re bell e oa diouz ar bourk ; evit en em zigoll, e kemere plijadur o tesrevel er ger al lidou en dije gwelet ober en iliz.

Henvel oa ouz eun êl, hag an holl e gare. Da seiz vla, e vicher pemdeziek oa mont da vesâ al loened : « Red e vije d’in neuze, e lavaro divezatoc’h, sevel abred. Ma mamm, devot ha mat evel ma oa, a c’houlenne diganin bepred, arôk mac’h een eus ar ger, ha lavaret am ije ma fater. Hag e poken d’ezi evel evit kaout he bennoz. Lakat a rê ouz ma brec’h eur baner vihan, a veze enni ma lein. Gourc’hemen a rê d’in bezan fur, hag ec’h en laouen en hent, gant ma c’hi bras, a zikoure ac’hanon da ziwall ma loened. Evit e zigoll eus e boan, pa deue heur ar pred, e kave e lod em faner. »

Perig a zave ôteriou bihan hag a-wechou, zoken, e prezege da vugale e oad. Epad an hanv, e tigase gantan bemde eur vriad bokedou, da lakat en harz skeuden ar Werc’hez e taouline diraki, mintin ha noz, da lavaret e bedennou.

Da unnek vla, person Kras, an ôtrou Trompier, a gavas anezan eun devez war an hent, hag o welet e zoare chentil ha speredek, en em ginnigas d’e gerent evit rei kenteliou d’ezan. Per-Mari a yeas neuze da chom da di an