Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/799

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Du
799
an den eurus per-mari-loeiz chanel

ôtrou Trompier, hag en em roas a galon d’ar studi. Evit diskuizan diouz e labour pemdeziek, e lenne lizeriou Breuriez ar fe, hag an dra-ze a lakas da ziwan en e galon ar c’hoant da vont da visioner.

Da bempzek vla, e teuas eun devez da fallgaloni war e levriou, ha hep levaret ger d’e vadoberour, e kemeras hent ar ger.

Pa oa o vont er-mêz eus porz ar presbital, e kavas war e hent eur wreg vat hag a c’houlennas digantan :

— Da belec’h out o vont, Perig ?

O vont kuit.

Bet out o c’houlenn kuzul digant ar Werc’hez ?

Ar pôtr yaouank a blegas e benn hep lavaret ger.

— Kred ac’hano, Perig, kerz d’an iliz, da gentan, da bedi ar Werc’hez.

Per-Mari a zentas. Prest goude e teue er-mêz, laouen evel ar Spered-Santel, hag o terc’hel e levriou war e benn e lavare : « Ma ! emezan, chom a rin. » Ha chom a reas.

Da c’houezek vla, eus skol an ôtrou Trompier, Per-Mari Chanel a yeas da gloerdi bihan Meximieux ; ac’hane, da gloerdi bras Brou, elec’h ma oe beleget, ar 15 a viz gouere 1827.

Nao bla goude, e vriataas e vamm, ha hep lavaret d’ezi da belec’h e oa o vont, e kemeras hent an Oseani en Havr-neve, ar 24 a viz kerdu 1836. Dek miz ha seitek devez goude, e tiskenne en enezen Futuna, gant ar breur Mari-Nizier. Ar roue Niuluki a roas digemer d’eze.

Kentan reas an Tad Chanel a oe gwestlan e enezen d’ar Werc’hez. Eur millier bennak a dud a c’halle bezan en Futuna, ha rannet oant en diou rouantelez, dalc’h-mat en brezel an eil ouz eben. Eur vro eo hag e ve krenan douar enni alïes. Herve ar gouezidi, unan eus o doueou a zo kousket dindan an enezen, ha pa ve o trei hag o tizrei en e wele, e kren an douar gantan. Ouspen-ze, Futunaïz a grede e teu o doueou da vevan dindan furm tud a zo ; hag ar roue Niuluki a oa eun Doue evite. Prezek Jezuz-Krist a oa eta, hep mar ebet, diskar e c’halloud. Da gentan, koulskoude, heman ne reas van ebet. Eleiz a oe gonezet da Jezuz-Krist hag en o fenn Meitala, mab henan ar roue. Niuluki neuze, o kredi e oa o vont da vezan didronet, e teuas aon d’ezan hag a gasas pevar den da lazan an Tad Chanel en e di. Terri rejont e benn d’ezan a dôliou baz hag a dôliou bouc’hal, an 23 a viz ebrel 1841. Gwad ar verzerien eo had ar gristenien : hirie Futuna a zo deut da vezan eur barouz kristen eus ar re wellan.