Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/800

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
800
17 Du
an den eurus per-mari-loeiz chanel


————


KENTEL


Ter mammen an eürusted


Doue eo an hini a sklerijenn pep den o tont er bed-man : Doue eo ive an hini a laouenna pep den, hag evit laouennât an dud, en deus laket ter vammen a eürusted da darzan en o zouez : ar gêr, ar beleg, al labour.

I — Ar gêr ! na pebez c’houek ! Eno eman an tad ; eno eman ar vamm ; eno eman ar re hon c’haras ; eno eman ar re a garomp.

Eürusted eur c’hrouadur a dle bezan er gêr. Ar gwennilied a lavarer a ya d’an diskar-amzer d’ar broiou tomm, ha pa zizroont er vro-man, ec’h eont adarre d’o c’hêr goz.

Tud yaouank hag a renk tec’hel diouz ho pro, karet ive dizrei alïes d’ho kêr goz. Karet ho kerent. Nag a dreo o deus dioueret ha n’ouzoc’h ket, evit n’ho pije diouer eus a netra ! Nag a boan o deus gouzanvet evit m’ho pije nebeutoc’h ! Oh ! ma staget ho kalon en eun tu bennak, staget-hi ouz an oaled en em vod endro d’ezi bemde, diouz an noz, ar re holl a garet, evit diskuizan, kontan, lenn ha pedi.

II — Ma chom ho kalon en eun tu bennak, oh ! ra chomo en ti ar veleien santel-ze, a gar ac’hanoc’h, a glask ho mad, a ve ken laouen o rei digemer d’ec’h bep gwech mac’h êt davete, a gemer peurz en hoc’h anken hag en ho lenevez !

Ar beleg eo Doue war an douar. Evidoc’h e chom noz-de er barouz. Pa vezo strafuilh en ho kalon ha tenvalijen en ho spered, êt davetan. Da gaout piou ec’h efet ken ?

Gant ar beleg eman ar c’homzou a gas an den d’ar vue a bado da viken !

III — Trede mammen eürusted an den war an douar-man eo al labour. Karet labour ar c’horf. El labour eman ar yec’hed hag ar furnez. Den n’eo dispanset diouz al labour.

Karet labour ar c’horf. Arabad, koulskoude, e teufe betek ober ac’hanoc’h eul loen-labour hepken. Karet ive labour ar spered. Deskadurez ho peus ezom war ho relijion. Penôs he c’harfet ma n’he anavezet ket ? Piou a garas biskoaz eun dra heb e anaout ? Deskadurez ho peus ezom var ho pro ha war an dud galloudek o deus, goude Doue, poaniet da ôzan anezi ken kaer, evidoc’h hag evit ho pugale. Deskadurez ho peus ezom war ho micher. Loden ar c’horf, en eur vicher, a zesker buhan awalc’h ; mes loden ar spered n’eo ket an holl he goar, ha koulskoude eo an hini he deus ar muian talvoudegez.

Ar gêr, ar beleg, al labour a rê war an douar-man plijadur ho tud koz a zo breman er baradoz : ha c’houi, ma fell d’ec’h en em gaout el lec’h m’emaent, a renk bale war o roudou.