Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/805

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Du
805
santez elisabetn

viz, ar yaouankan eus he bugale, ganti war he brec’h, hag an tri-all o tont war-lerc’h, gwellan m’hallent, krog an eil en egile. Skuilhet he devoa he madoberou dre ar vro a-bez ; den ebet koulskoude, gant aon rak he breur-kaer, ne gredas rei digemer d’ezi en e di, hag e renkas tremen an noz en eul lochen digor da beb avel.

...Koulskoude ôtrone vras an dukach, pa deujont da c’houzout petra oa c’hoarvezet, a ’n em glevas, hag ar brinsez a c’hallas dizrei d’he c’hastel.

Prest goude, e lakas he hano en Trede-Urz sant Fransez. Er beden hepken hag en oberou a drugare e kavas nerz da c’houzanv poaniou he bue. Mervel a reas d’an 19 a viz du 1231, er pevare bla warn-ugent eus he oad.

Pevar bla goude, he be a oa ken brudet gant ar miraklou a c’hoarveze en e gichen, ma oe laket he hano war roll ar zent, gant ar pab Gregor IX.

————


KENTEL


An eil gant egile


I. — Priejou, bezet an eil gant egile ; en em garet etrezoc’h. Bezan an eil gant egile, na pebez komz dudius ! An dra-ze ’zo, mar keret, bevan er memes ti, mes an dra-ze a zo, dreist-oll, kaout doareou henvel ; an dra-ze a zo, dreist-oll, daou-hanteri kement a c’hoarve ; daou-hanteri ar boan ; daou-hanteri ar blijadur : lakat daou ene d’ober unan, en doare ma n’hallo netra o dispartian ken.

II. — Bezet an eil gant egile, daoust da bep tra.

Pep-hini en deus e si,
Darn o deus daou ha tri.

Ma fell d’ec’h e vefe gouzanvet ho siou, gouzanvet, da gentan, re ar re-all. Eur pagan koz a lavare gwechall : « Eur pried a dle gouzanv pe lemel siou e bried. Ma lem aneze, e wella e bried ; ma c’houzanv aneze, e wella e-unan. »

III. — Porched an ifern eo an ti n’eus emgleo ebet ennan :

Gwelloc’h eo peuc’h ha dour stivel
Eget marlarje gant brezel.

Tud a zo hag eo dies en em ober gante, dies o c’haret. Gouzanvomp aneze, koulskoude ; en em reomp gante ; karomp aneze, nan abalamour d’eze, mes abalamour da Zoue a c’hourc’hemenn d’imp karet, n’eo ket hepken hon enebourien, mes e enebourien e-unan.

IV. — Bezet an eil gant egile, priejou, ha savet ho pugale en doujanz Doue. Ho pugale a vezo ar pez ma vefont bet grêt ganec’h. Danve eun diaoul ha danve eur zant a zo en pep-hini aneze. Grêt aneze tud a yec’hed, tud a spered, tud a galon, tud a benn, ha dreist-oll tud a relijion, rak eno eman an dalc’h.