Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/807

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Du
807
sant felix a valoa

koulskoude d’an iliz, hag a gavas anezi sklerijennet kaeroc’h eget da noz Nedeleg. Chom a reas sebezet. Souezetoc’h e oe c’hoaz pa welas ar skenvier leun a êle, gwisket gante dilhad an Urz, hag ar Werc’hez Vari en o fenn. Kerkent ha ma oe en em laket en e blas, Mamm Doue a antonas an ofis, hag ar sperejou eürus a ganas war he lerc’h ken brao, ma oa eun dudi o c’hlevet. Hep gouzout mat awalc’h pe oa war an douar pe en nenv, Felix a unanas e vouez gant o re.

En memor eus ar burzud-ze, menec’h an Dreinded o deus gwir da ganan oferen hanter-noz da ze ginivelez ar Werc’hez. Sant Felix ne oe ket awalc’h d’ezan urzan ’vel zo dleet manati Cerfroid ; sevel reas ouspen, dre ar vro, eleiz a vanatiou-all eus e Urz.

E venec’h, adalek an XIIIet kantved betek an XIXet, o deus diframmet daou-ugent mil den eus adre daouarn ar Vorianed ; lakomp eo bet koustet 2000 skoed, well-waz, delivran pep sklavour, ha komprenomp pegement a boan o deus bet bugale sant Felix o tastum, a zor da zor, kement gwenneg o deus bet ezom evit ober an holl vad o deus grêt.

Felix a varvas en Cerfroid, ar 4 a viz du 1212, oajet a bemp bla ha pevar-ugent.

————


KENTEL


An droug a ra ar pec’hed da gorf an den


N’eus netra ken gwaz ha kouezan dindan galloud an drouk-spered, dre ar pec’hed. Pec’hed hon tud kentan eo a zigasas ar maro war an douar ; da bep pec’hed a reomp hon unan, e lakomp ar maro da dostât primoc’h ouzimp. Pep klenved ne deu ket dre ar pec’hed, mes pep pec’hed a zigor hent d’ar c’hlenved :

« Doue, eme ar Skritur-Zakr, a gastiz ar pec’her o lakat anezan da gouezan etre daouarn ar medisin. »

Ar pec’hed a deu da c’henel en goueled an ene, elec’h ma teu ar ouiziegez hag ar volonte d’en em skoulman an eil ouz eben. Pec’hejou a zo hag a ve peurc’hrêt eno, evel ar pec’hejou a ourgouilh ; re-all hag a ve peurc’hrêt er galon, evel ar pec’hejou a vuhanegez ; re-all hag a ve peurc’hrêt er c’horf, evel an hudurnez, ar vezventi hag al lontregez.

Ar pec’hejou peurc’hrêt er c’horf a ra droug d’an den ; kement-se a zo anat d’an holl.

Muioc’h a dud a ve beuzet er gwer
Eget er stêr.

Dibri pe evan re, ha dibri treo re vat, a ra d’ar maro lammat war hon seuliou pell arôk m’oa dleet. Ha piou a lavaro biken, mat awalc’h, pegement a zroug a ra an hudurnez da yec’hed