ar c’horf ? An den hudur a zispenn tamm ha tamm e c’hened, e yaouankiz hag e amzer da zont. An hudurnez ne ve ket pell evit dont a benn eus ar gwad yac’han hag eus ar c’horfou kaeran pa c’hall kregi enne.
Ar pec’hejou a ve peurc’hrêt er galon, pe er spered, n’emaent ket, zoken, heb ober droug d’hon c’horf ; rak an diou loden a zo oc’h ober ac’hanomp a zo unanet ken brao an eil gant eben, ma n’hall ket hon c’horf bezan war e yec’hed mar deo klanv hon ene.
Malegna, eun den dornet mat, a ziskouez d’imp, en unan eus e dôlennou kaeran, ar Furnez o tennan he birou war an Hudurnez, ar Vezventi, ar Vuhanegez, an Diegi, al Laëronsi, an Diouiziegez hag an Dianaoudegez. An darn vrasan eus an techou-ze a zo grêt pennou tud euzus d’eze ; spered ebet ne bar war o zal ; o jodou a gouez ; o daoulagat dislontet a zo hanter-varo ; o muzellou a zo teo ha lôsk ; o c’horfou sôtret n’int nemet korfou anevaled o ruilhal er fank.
Na pebez skeuden wirion eus an droug a ra ar pec’hed d’an den :
Drezan, an den n’eo mui den :
Eul loen daou-droadek n’an eo ken !
olomban a oa ganet en Iverzon, er bla ma varvas sant Beneat, hag en em dennas, adalek e yaouankiz, en manati brudet Bangor.
Da dregont vla, e treuzas Breiz-Veur hag e teuas da Vro-C’hall, daouzek manac’h ouz e heul. Diazezan reas tri manati, an eil dioustu war-lec’h egile, Annegray (584), Luxeuil (585) hag ar Feunteuniou (586).
Evel ma heuilhe giz e vro, evit ar pez a zelle ouz ar gwiskamant hag an de da lidan Gouel Fask, e savas a-wechou tammou trouz etrezan hag eskibien Bro-C’hall. Muioc’h en devoe c’hoaz da c’houzanv abeurz ar rouanez Brunehaud. Houman, evit bezan mestrez en he rouantelez betek he maro, he devoa miret ouz he mab bihan Thierry da zimezi, hag a roë tu d’ezan, en doare-ze, da ren eur vue a skouer fall. Bugale en devoe, ha Brunehaud he devoa c’hoant da welet abad Luxeuil o rei d’eze e vennoz.