Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/811

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Santez Sesilia


Eil devez warn-ugent a viz Du


SANTEZ SESILIA
Gwerc’hez ha Merzerez (***-180)



Sesilia a oa ginidik eus a Rom, ha diskenn a rê eus unan eus familhou kentan ar gêr-ze. Kristenez oa, ha grêt he devoa le da viret he gwerc’hded epad he bue. Koulskoude, evit senti ouz he c’herent, e timezas d’eun ôtrou yaouank eus he anaoudegez, den a renk uhel evelti, e hano Valerian.

Epad lein an eured, ar ganerien, hag ar zonerien a zistage kanaouen ar priejou neve. Sesilia ive a gane, mes en goueled he c’halon, hag evit Doue hepken ; lavaret a rê d’ezan : « Oh ! Otrou, miret ac’hanon dinam korf hag ene. »

Pa oe tec’het o c’herent hag o anaoudegez, Sesilia a lavaras da Valerian :

— Eun dra ’m eus da anzav ouzit, gant n’hen diskuilhi da zen ebet.

Ar pried neve a reas le da viret evitan ar pez a glevje.

— Mat, selaou, Valerian ; êl Doue a ziwall ac’hanon, rak da Zoue on. Ma n’az pe ket em c’henver eur garante evel m’eo dleet, e tifenno ac’hanon, hag e varvi ; mes ma virez ma gwerc’hded, e karo ac’hanout evel ma kar ac’hanon, ha skuilh a ray warnout e c’hrasou.

Valerian, strafuilhet, a respontas :

— Gra d’in gwelet da êl, hag e kredin da gomzou ha e rin ’vel e lari.

— Ma kredez er gwir Doue a zo en nenv, ha mac’h ez den em walc’hi er feunteun e tarz diouti an dour a ro ar vue a bado da viken, neuze e c’halli gwelet ma êl-mirer.

Ha piou, eme Valerian, a walc’ho ac’hanon ? Sesilia a respontas :

— Eun den koz a zo hag a walc’h an dud, ha neuze c’hallont gwelet êl Doue. Kerz war hent Appius. Eul leo ac’han, e kavi peorien o c’houlenn an aluzen. En em ga-