Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/813

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Du
813
santez sesilia

Ar prefed a roas anaoudegez d’ezi eus a lezennou an impalaered : « Gouzout a ret ervat, emezan, ar brinsed galloudus, hon ôtrone, o deus gourc’hemennet kastizan ar re ne felle ket d’eze nac’h ar relijion gristen, ha gourc’hemennet absolvi ar re hen graje. »

Sesilia a anzavas he fe hag a wapaas an doueou. Ar prefed a gondaonas anezi d’ar maro ; mes abalamour d’he renk vras, e c’hoantaas ober an treo didrousan ma c’hallje, gant aon da lakat reveulzi en kêr, hag e roas urz d’he lazan en he zi.

Serret a oe eta er gambr ’lec’h ma ’n em walc’he, ha klasket a oe mougan anezi eno gant an ezen dom ; mes n’he devoe droug ebet, goude tremen eun devez hag eun nozvez er forn c’horet-se.

Digaset a oe neuze ar bourreo d’he lazan. Tri dôl kleze a skoas ganti ; ar verzerez a gouezas d’an douar, beuzet en he gwad. Bevan reas c’hoaz tri devez, ar gristenien hag Urban endro d’ezi. He c’horf a oe sebeliet en he bered, war hent Appius, ar 16 a viz gwengolo 180.

Er bla 822, ar pab Paskal a zigoras he arched hag a gavas he c’horf en e bez ; eur zaë aour a oa warni, hag al lienach a oa bet o sec’han ar gwad a oa paket en kichen he zreid.

Er bla 1599, e oe digoret he be evit an eil gwech. Kavet a oe ar verzerez gourvezet war he c’hoste, he divesker pleget ganti eun tammik, he divrec’h astennet hed he c’horf, hag he fenn troet warzu an douar, evel ma oa pa dremenas goude eun angoni a dri devez. War ar zaë aour e oa beradou gwad ; al lienach ru-gwad a oa en harz he zreid.

Sesilia, maro pevarzek kant vla oa, a oa henvel bepred ouz Sesilia o vervel.

————


KENTEL


Ar muzik hag ar c’han-iliz


Ar muzik hag ar relijion a zo grêt evit en em glevet. Ar relijion he deus ezom eus ar muzik evit diskouez he glac’har hag evit embann he levenez, hag ar muzik a vije eun dra didalvoud ma n’hallje ket, en he c’hiz, pedi ha meuli an Otrou Doue.

An iliz eo kaeran templ en deus ar muzik : enni eman ar c’hleier hag an ogrou ; pa ve goueliou bras, e klever an holl benviou o son a-unan evit braoât an ofisou.

En iliz, dreist-oll, eman ar c’han kaeran a zo e-touez an dud. Distagan ra hon sperejou hag hon c’halonou diouz an douar, hag o dougen a ra en barr au nenv, betek trôn an Otrou Doue.

Deskomp kan an Iliz, rak ar beden ganet eo ar gaeran eus an holl bedennou.