— Ha c’houi, ma mab, eme ar zant, ho peus kavet ennon, daoust pegen reuzeudik ac’h on, eun tad hag a vezo leun a deneredigez evidoc’h.
Kas a reas anezan d’an iliz, ha goude bezan e govesaet, e roas d’ezan, en han’ Doue, ar pardon eus e bec’hejou, ha levenez ar galon war ar marc’had.
Oh ! ma ouvefe an dud n’eont ket da govez pe ne govesaont ket o fec’hejou evel m’eo dleet, pegement a joa a gaver oc’h ober eur govezion vat, nag a hast o dije da gemer al louzou burzudus-ze !
Er bla 1744, Leonard a gemeras al lestr da vont da rei eur mision d’ar C’horz. En amzer-ze e oa nebeut a beuc’h etre tud an enezen. En Kastel Acqua, dreist-oll, oa spontus bezan ; kêr a oa rannet en diou gostezen, ha touet o devoa en em lazan kentoc’h eget plegan an disteran an eil d’eben. Pa zigoras ar zant e vision, an holl a deuas d’e selaou, mes an holl a zigase o armou gante bemde d’an iliz. En devez divezan, koulskoude, en eur gimiadi dioute, e pedas aneze gant kement a nerz da ’n em bardoni, ma teuas a benn da denerat ar c’halonou kaletan. En em vodan a rejod endro d’ar prezeger evit ’n em vriata, ha goude an Te Deum, ec’h ejod war ar blasen, hag eno e oe devet kement tamm poultr a chome c’hoaz da lakat er fuzuilhou.’
En Viterb, ar zant a lavare eun devez e vije didrue an Otrou Doue en kenver ar re a laboure d’ar zul. Eur verc’h yaouank, evit ober gwap anezan, a yeas er zul war-lerc’h da labourât d’he farkeier. Kerkent e krogas enni eun drouk-bouzellou hag a lôske anezi kement ma krede e oa o vont da vezan devet en beo ; youc’hal a rê : « An tan a zo ennon ! An tan a zo ennon ! » He c’hamaradezed a deuas buhan da gregi enni, mes prest goude e tremenas o c’houzanv poaniou skrijus.
Er bla 1749, Leonard a oe galvet gant ar pab Beneat XIV, evit prepari tud Rom d’ar jubile bras a dlee digeri er blavez war-lerc’h. Rei a reas e vision kentan war blasen Navon, unan eus ar re vrasan a zo en Rorn : leun-chouk oa gant an dud ; ar pab e-unan a deuas peder gwech d’e selaou.
Daou vision-all a roas c’hoaz en daou garter-all eus kêr ; epad an deveziou-ze, kement kador-govez a oa er pevar-c’hant iliz a zo en Rom e oa bagadou tud en o c’hichen o c’hortoz o zro.
Léonard en devoa eun devosion vras da Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, ha d’e vamm, ar Werc’hez santel.