Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/823

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Du
823
ar vedalen mirakulus


Seizvet devez warn-ugent a viz Du


Ar Vedalen Mirakulus
(1830)


Ar Vedalen Mirakulus
Ar Vedalen Mirakulus


Ar 27 a viz du 1830, Mamm Doue a deurvezas en em ziskouez d’eur verc’h vat, he hano Katel Laboure, eus e familh leanezed sant Visant a Bol. Gourc’hemenn a reas d’ezi lakat ober eur vedalen en enor d’he c’honsepsion dinam. War eun tu e tlee bezan skeuden ar Werc’hez, o flastran, gant he zreid, penn ar serpant milliget, bannou sklerijen o kouezan diouz he daouarn warzu an douar, ha tro-war-dro ar geriou-man : « O Mari konsevet hep pec’hed, pedet evidomp hag hon deus fizianz en-noc’h ; » ha war an tu-all, e krec’h, hano santel Mari, gant ar groaz harpet warnezan ; dindan, kalon Jezuz ha kalon Mari, ar c’hentan kurunet a spern hag an eil treuzet gant eur c’hleze.

Ar plac’h yaouank a zentas ouz gourc’hemennou ar Werc’hez, ha dal ma oe anavezet ar vedalen neve e reas kement a vad da eneou ha da gorfou ar re he douge ma oe hantvet ar vedalen mirakulus.

N’hallomp ket chom hep komz aman eus ar mirakl a c’hoarvezas en Rom gant Alphons Ratisbonne, an 20 a viz genver 1842.

Alphons Ratisbonne a oa eur Judev ; redek a rê ar bed evit kemer e blijadur ha kreski e zeskadurez ; en Rom e reas anaoudegez gant an ôtrou de Bussière, eun dijentil dizroet eus an herezi. Klask a rê lakat ar Judev yaouank da gemer skouer warnezan ; mes koll a rê e boan. N’hallas dont a benn nemet eus eun dra : d’e lakat da zougen en e gerc’hen ar vedalen mirakulus. Er mêmes amzer, e pede evitan ar Werc’hez dinam. Mari ne zaleas ket da selaou ar beden kaset d’ezi.

Eun nebeut deiou goude, an 20 a viz genver 1842, da eun heur goude kreiste, an ôtrou de Bussière a oa o vont