SANT HOUARDON [1]
Patron Landerne
ouardon a oe eskob en Leon. Bevan a reas en amzer sant Gouenou, sant Tenenan ha sant Herve, ar manac’h dall. Ginidik oa eus a Vreiz-Veur, evel an darn vrasan eus an ebestel kalonek a lakas sklerijen ar fe da zevel ’us da Vreiz-Izel. Herve ar pez a lavar d’imp ar skridou koz, e renas eskopti Leon war-lerc’h sant Tenenan. Da gredi eo e tremenas eur pennad bennak eus e vue war-dro Landerne, p’eo gwir kristenien ar gêr-ze a gemeras anezan da batron. Sant Tenenan, eskob Leon en e rôk, a gare dont, beb an amzer, da vanati Beuzit, savet gant sant Gwennegan, eil eskob Kemper, war douarou ar Baluded, tudjentil hag a oa o chom en kichen Landerne, war hent ar Forest. Eno e rê e ziskuiz. Houardon a reas eveltan.
Er mare-ze e oa Konomor o paouez lakat d’ar maro e bried Trifina hag e vab Tremeur. War c’houlenn Gwerok, roue Bro-Wened ha tad Trifina, holl bennou-bras Breiz a ’n em zastumas war ar Mene-Bre, evit barn ar roue kri ha fallakr. Sant Houardon a deuas kelou d’ezan ive da vont di, hag a gasas gantan sant Herve, brudet bras abalamour d’e furnez ha d’e zantelez.
Eno Konomor a oe distaget diouz an Iliz.
Eur wech tôlet an eskummunugen warnezan, sant Houardon ha sant Herve a zistroas da Gastel-Pôl. En eur zont d’ar gêr, ne oa hano gant ar manac’h dall nemet eus an treo kaer a zizoloë d’ezan an Otrou Doue. Sant Houardon a selaoue anezan gant plijadur hag a c’hoantaas gwelet e-unan an treo dudius-ze. En em gavet en Kastel-Pôl, an daou zant a dremenas tri devez o yun hag o pedi ; d’an trede devez, war-dro kreiste, en êl a lavaras d’eze sevel o daoulagad warzu an nenv, hag e weljont êle, arc’hele, sent ha sentezed ar baradoz, holl o veuli Doue. Ar gwel-ze ne badas nemet eun hunvre ; an daou zant en em lakas raktal da ganan ar psalm Cantemus Domino. An de war-lerc’h, sant Herve a zistroas d’e vanati, ha sant Houardon a dalc’has da ren e eskopti evit ar gwellan.
Sant Gouenou en devoa savet eur manati tost da Vrest ;
- ↑ An ôtrou chaloni Bail, ginidik eus a Landerne, en deus bet ar vadelez da rei d’an oberour an notennou a oa red evit ober bue ar zant-man.