Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/831

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 Du
831
sant andre

kroaz am eus karet kement ha klasket hep paouez, setu c’houi eta prest d’am digemer ! Hastet lemel ac’hanon eus a douez an dud, mac’h in da gaout ma Otrou d’ar baradoz ! Hastet astenn d’in ho tivrec’h, mac’h in diwarne etre divrec’h an hini en deus ma frenet warnoc’h. »

Penn sant André a oe digaset da Rom, en amzer ar pab Pi II, hag abaoue e virer en iliz Sant-Per.

————


KENTEL


Sakrifisou an amzer goz, sakrifis an amzer neve


Petra eo eur zakrifis ?

Eur zakrifis a zo eun dra hag a rêr evit anaout galloud an Otrou Doue war e grouadurien. An den a ginnig eun dra en sakrifis a embann dre eno n’en em anave ket evit bezan ar perc’hen kentan war an dra-ze, e oar zo dreist-an eun ôtrou-all, a zo holl-c’halloudek en nenv ha war an douar.

Piou a ginnig sakrifisou ?

En kement bro zo tud enni o vevan, e kaver ar zakrilfs. Bezan zo bet poblou hep templou, evel ar C’hallaoued hag ar Vretoned, hon tud koz, mes n’eus kavet pobl ebet c’hoaz heb ôteriou, ha war an ôteriou-ze zo bet laket gwad da redek.

Arôk sakrifis Mab Doue war Mene-Kalvar, an douar a-bez a oa beuzet er gwad, hag an dra-ze c’hoaz a c’hoarve er broiou ne weler ket enne kroaz vinniget Hon Otrou.

Petra vije kinniget en sakrifis ?

Kammed ne vije kinniget treo goue. Kinniget a vije bara, bleud, eoul, gwin, loened danv hag, arôk pe goude eun darvoud bras, an den e-unan.

En eur ger, kinniget a vije en sakrifis, an den, pe an treo tostan d’an den.

Hag an treo kinniget a renke bezan gwerc’h ha dinam, goloët a zeiennou marellet hag a vleuniou lirzin, ha sammet a vezent eus pec’hejou kement hini o c’hinnige.

Eur zakrifis, petra ro da anaout ?

Ar zakrifis a ro da anaout tri dra : da gentan, e oar an den en deus pec’het hag eo bet « krouet er pec’hed. » [1] D’an eil, e kreder dre ar bed holl e c’hall unan paean evit eun all. D’an trede, e tigemer Doue an digoll kinniget d’ezan gant darn, en plas an dismeganz grêt d’ezan gant darn-all.

Peseurt talvoudegez o devoa sakrifisou an amzer goz ?

Dreze o-unan, sakrifisou an amzer goz n’o devoa talvoudegez ebet . « N’eo ket gwad loened, eme sant Pôl, eo a c’hall gwalc’hi ar pec’hed. »

  1. Ar baganed hag ar Judevien o devoa aon rak Doue ; he perak kaout aon rak Doue, nemet abalamour ma n’em gavent ket dinem awalc’h ? Ne gredent toslât outan, nemet goloet a vijent gant gwad ar c’horfou lazet war an ôteriou. Ha perak tostât evelse, nemet abalamour ma kredent en devoa ar gwad-ze gwalc’het o eneou ?