Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/834

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Tual
Sant Tual
Kentan devez a viz Kerdu


SANT TUAL
Eskob (VIet kantved)



Tual a oa ganet en Breiz-Veur, blaveziou divezan ar bempvet kantved. Koupaïa, e vamm, a oa c’hoar da Riwal, an hini a zavas rouantelez an Domnone [1], en Breiz-Izel. En em denn a reas en e yaouankiz en eur manati, ha dont a reas abred da vezan abad, gant eleiz a venec’h o vevan dindanan. Evel ma oa kalz a darempred, en amzer-ze, etre Breiz-Veur hag Iverzon, ec’h eas d’ober eun dro er vro-ze, ha chom a reas enni eur pennad. War-dro ar bla 515, ar Vretoned a deuas niverus en Bro-Arvor. Tual a heuilhas ive e genvroïz hag a reas e ziskenn en Konk-Leon, gant

  1. Ar rouantelez-ze a yee adalek ar stêr Kouesnon, en Bro-Dol, betek Penn-ar-Bed. Breiz-Vihan, tu an hanter-noz pen-da-ben, a oe eta oc’h ober anezi