lar a oa ganet en Chatelak, diou leo diouz Limoj, war-dro ar bla 588. E dud a oa pinvidik ha vertuzus, ha savet a oe gante en doujans Doue. Evel ma oa eur pôtr dornet mat, e oe kaset da Limoj, da zeski bezan orfebrer, hag e teuas buhan da vezan dispar war e vicher.
Kloter II, roue Pariz, o vezan klevet hano anezan, hen galvas da vont d’e lez, hag hen kargas d’ober d’ezan eun trôn aour. Alar a reas daou, elec’h unan, gant an danve a oe roët d’ezan. Ar roue a oe souezet o welet kaerder al labour hag onestiz ar micherour. Diwar neuze, Alar a chomas en Pariz, hag eno e talc’has da labourat war e vicher. Gwelet a rêr e hano war ar peziou aour a oe grêt en amzer-ze ; mes e vrasan plijadur oa ober archedou da lakat relegou ar zent.
Prest goude ma teuas da chom da Bariz, e reas eur govezion jeneral, hag e kemeras ar mennoz start da ren eur vue kristenoc’h evit an evoa grêt betek neuze. Pa renke mont dirak ar roue, e touge dilhad sei, mes dindane e veze gantan eur zaë reun. Rei a rê d’ar beorien kement en dije digant ar roue. Pa deue diavêzidi da c’houlenn pelec’h e oa
- ↑ E ouel a ve grêt en Iliz, pe d'an de kentan a viz kerdu, pe d'ar bemp warn-ugent a vezeven.