Sant Alar a zo enoret bras en bon bro ; eur barouz a zo en eskopti Sant-Brieg hag a doug e hano ; meur a skeuden an eus ive en hon ilizou ha chapeliou ; pedet eo evit ar c’hezek.
Pedi a rêr sant Alar da dennan bennoz Doue war ar c’hezek. Bezan eo unan eus ar zent a zo karet ar muian gant ar Vretoned ; evit darn, zoken, e tle tremen arôk an Otrou Doue, rak muioc’h a brez o deve, ar zul, da vont da zaoulinan dirak e skeuden, eget da stoui dirak Oter ar Zakramant. An dra-ze n’eo ket mat. Doue eo ar Mestr ; ar zent, ar zervijerien. Adoromp eta ar Mestr, da gentan, arôk saludi ar zervijerien.
Devosion a c’haller kaout d’ar zent. Eun dra gristen ha talvoudek eo o fedi hag o enori, mes an devosion d’Hon Zalver Jezuz-Krist, d’e Vamm zantel, ar Werc’hez Vari, ha d’e dad-mager, sant Jozef, a dle bezan, da gentan, en hon c’halon.
Goude-ze, avat, e c’hallfomp pedi hag enori ar zent, muioc’h pe nebeutoc’h an eil eget egile, herve ar vicher a reomp hag ar vro a vevomp enni. Goulemi a c’hallfomp digante, zoken, madou ar bed-man, gant ma vezo bolonte Doue o gwelet o tont d’imp, ha gant na virfont ket ouzimp d’ober hon zilvidigez.