Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/841

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Kerdu
841
sant fransez xavier

Indez evit prezek an Aviel, hag ar pab a roas d’ezan galloud eur c’hannad abostolik. Xavier en em lakas en hent, kentan m’hallas, hep kimiadi zoken diouz e vamm, daoust ma tremenas dre gichen he maner. Fellout a reas d’ezan kregi gant e vicher a visioner war al lestr hen c’hase d’ar broiou pell. Bemde e rê katekiz d’ar vartoloded, ha d’ar zul e prezege d’eze. Doue a skuilhas e vennoz war e labour, ha gant sikour e c’hras, e teuas a benn d’ober d’eze dilezel o c’hustumanchou fall ha da lakat eun urz eus ar c’haeran en o zouez.

Kaout a reas an Indez en eur stad truezus. Kalz kristenien eus an Europ a oa deut di evit dastum danve ; siouaz ! ne heuilhent mui o relijion, hag ar baganed a veve evel loened. Xavier ne fallgalonas ket : stagan a reas dioustu gant al labour ; en em lakat a reas da redek ar vro eus an eil tu d’egile, bepred war droad hag alïes diarc’hen. Den n’hall niveri an dud a vadezas [1] ; n’eo ket a gantchou, mes a vilierou e konter aneze ; hag en o zouez meur a roue.

Ha n’eus ket ezom da vezan souezet, rak ar misioner santel a brezege gant kement a dân hag a nerz, ren a rê eur vue ken santel ma teue buhan da c’honid ar c’halonou ; hag ouspen, Doue a roas d’ezan ar c’halloud d’ober miraklou. Eun devez e prezege d’eur boblad tud a rê skouarn-vouzar d’e gomzou. Goulenn a reas ha ne oa ket eur c’horf maro en eun tu bennak. Digaset a oe unan d’ezan, a oa beziet abaoue an de rôk. En em deurel a reas d’an daoulin hag en em lakat da bedi ; nebeut goude, an den maro a zave, leun a vue. Kerkent an holl a c’houlennas ar vadeziant.

Eus an Indez, Xavier a yeas d’ar Japon, hag eno e reas ive da galz a dud en em ober kristen. Karet en dije c’hoaz mont betek ar Chin ; kouezan a reas klanv en Sansian, ha d’an eil a viz kerdu 1552, e ene kaer a nije d’ar baradoz.

Pi X en deus hanvet sant Fransez Xavier patron Breuriez ar Fe. Den n’hallfe lavaret re a vad eus ar vreuriez-ze, hag an holl gristenien a dlefe lakat o hano enni. An holl n’int ket galvet da vont da brezek ar fe, mes an holl a c’hall rei an dorn d’ar misioner kalonek, en eur ziouered eun draïk bennak hag en eur bedi evitan.

Evel a lavar person Arz, en eur zovetât eneou ar baganed, e sovetaomp hon re hon unan.

  1. E-unan e vadezas war-dro pevar-c’hant mil den.