Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/842

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
842
3 Kerdu
sant fransez xavier

————


KENTEL


Ar beleg mat


Sant Fransez Xavier, eme eur skrivanier koz, a oa holl da Zoue, holl d’an nesan, holl d’ezan e-unan.

I. — Holl oa da Zoue. N’en devoa nemet eur c’hoant, karet Doue ha dougen ar re-all d’e garet eveltan. Nebeut arôk e varo, e lavare oa e c’hoant gonid ar Chin a-bez da Jezuz-Krist, dizrei goude d’an Europ, da stourm ouz an herezi hag an dizurz, redek an Afrik, ha diskenn adarre en Azi, da welet hag hen a gavje er vro-ze rouanteleziou neve da brezek enne ar fe.

Petra eo hon c’harante-ni evit an Otrou Doue, en kichen hini Fransez Xavier ?

II. — Holl d’an nesan, sant Fransez Xavier a gemere preder gant korf e nesan ha gant e ene ; gant e vue er bed-man ha gant e vue er bed-all. Lavaret a vije bet ne oa deut war an douar-man nemet evit sikour kement hini a wele er boan. Lavaret a vije en devoa iskili da nijal war-lerc’h an eneou. Souezus eo an dud en deus kelennet, badezet ha kaset d’ar baradoz, epad an dek vla m’eo bet er broiou digristen.

Ha ni, daoust hag alïes, elec’h dougen hon nesan war hent ar baradoz, n’hon deus-ni ket e zouget war hent an ifern, dre hon c’homzou hag hon skoueriou fall ?

III. — Holl d’ezan e-unan. Daoust pegen troet oa gant silvidigez e nesan, sant Fransez Xavier n’ankouae ket e zilvidigez e-unan. En Goa, evit kaout eul lec’h didrous d’ober e bedennou, en em denne en tour e iliz, epad div heur bemde. Gouzout a rê ervat, seul paouroc’h e vije e zantelez, ha seul disteroc’h e vije ar zantelez a ziwanje endro d’ezan.

Ha ni, daoust ha ne chomomp ket awechou, deveziou a-bez, war digare m’hon deus eleiz a dreo d’ober, hep kinnig hon c’halon da Zoue, ha daoust ha n’en em dôlomp ket zoken, eun dro bennak, war hon gwele, hep lavaret na pater na noster ?




Pevare devez a viz Kerdu


Sant Per Krizolog
Eskob ha doktor eus an Iliz (***-450)



Ar zant-man a zo ganet en kêr Imola, en Itali, hag a zo bet lezhanvet Krizolog, abalamour ma oa eur prezeger dispar. E eskob, oc’h anaout e furnez hag e skiant, hen greas avieler.

Arc’heskob Ravenn a varvas nebeut goude ; ar veleien, a-unan gant ar gristenien, a zibabas eur beleg evit der-