Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/843

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Kerdu
843
sant per krizolog

c’hel e blas, ha herve ar c’hiz d’ar mare-ze, a gasas kannaded da Rom evit rei kelou d’ar pab ha goulenn e asant. En o zouez e oa Per Krizolog. An abostol sant Per hag ar merzer sant Appoliner a ’n em ziskouezas da Zixt III, hag a roas urz d’ezan da hanvan an avieler Per da arc’heskob.

Pa zigouezas ar gannaded en Rom, ar pab a zisklerias d’eze n’eo ket an hini o devoa dibabet, mes an avieler Per eo a vije o eskob.

Ar re-man ne oant ket jalet d’hen kemer, mes, p’en devoe ar pab kontet d’eze ar pez a oa c’hoarvezet, e plegjont gant joa da volonte an Otrou Doue hag e tiskouejont kalz a zoujanz d’o eskob neve.

Per a oe grêt eun digemer kaer d’ezan en Ravenn gant an impalaer hag ar bobl, ha lavaret a rê d’eze : « Ne c’houlennan diganec’h nemet eun dra ; me am eus sammet war ma diouskoa eur zamm ponner ; d’ho tro, heuilhet Lezen Doue ha bezet sentus ouz kement a c’hourc’hemennin d’ec’h eus e beurz. »

N’espernas nag e boan nag e amzer evit kelenn e bobl war ar pez a dle gouzout. C’houezek hag eiz-ugent eus e brezegennou a zo deut betek ennomp. Karet a rê, dreist-oll, alian ar gristenien da zakramanti alïes : « Korf Jezuz-Krist, emezan, a dlefe bezan hon magadurez pemdeziek. » Ne skuize kammed o prezek d’an dud o devoa ezom da bedi ha d’ober pinijen ; ha d’ar re ne oant ket krenv awalc’h da yun epad ar c’hoaraïz, e lavare : « Grêt aluzen, p’eo gwir n’hallet ket yun. »

Ar zant a gavas eur c’hiz fall en Ravenn. An dud a oa troet gant ar c’hoariou difennet. Pignal a reas er gador, hag e gomzou a oe ken nerzus ma c’hallas terri ar c’hiz fall-ze. « An neb, emezan, a fell d’ezan tanva er bed-man plijadur an diaoul, ne vo ket eürus gant Jezuz-Krist er baradoz. »

Eun devez ma oa o prezek, e teuas da goll e vouez. Ken raouiet oa deut da vezan ma n’halle mui lavaret ger. Kement hini a oa en iliz a ’n em lakas da ouelan ha da c’houlenn pardon eus e bec’hejou, hag ar zant da drugarekât Doue evit ar pez a oa c’hoarvezet gantan, abalamour an dra-ze an evoa skoet eun tôl ponneroc’h en kalon ar re a oa ouz e selaou, eget n’o dije grêt e gomzou.

Sant Per Krizolog, o welet ar maro o tostât, a yeas da Imola evit pedi sant Kasian, patron ar gêr-ze. Eno e kouezas klanv hag e varvas, d’an eil a viz kerdu eus ar bla 450, goude bezan gouarnet e eskopti epad triouec’h vla.