Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/847

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Kerdu
847
sant nikolas


C’houec’hvet devez a viz Kerdu


SANT NIKOLAS
Eskob Myr



Nikolas eo mignon ar vugale, gloar an dud yaouank, splander ar veleien ha sklerijen an eskibien ; ar bed holl a ra e veuleudi, hag an nenv, kouls hag an douar, a embann e vurzudou.

Genel a reas en Azi-Izelan. Adalek e vugaleach, e viras yun ar merc’her hag ar gwener, evel m’oa gourc’hemennet en amzer-ze gant an Iliz.

Abred e wiskas saë ar venec’h, en eur manati, demdost da gêr Myr ; bras oa e garante evit an dud reuzeudik. War a lavarer, e sikouras ter blac’h yaouank a oa o vont da goll o enor, dre n’o devoa ket a beadra da zimezi herve o renk, ha gant ar pez a roas d’eze e c’halljont ober dimeziou dereat. En Myr e oa eun arc’heskopti, eleiz a eskoptiou stag outan ; da varo an arc’heskob, Nikolas, deut da vezan abad er manati oa ’n em dennet ennan, a oe hanvet da bignal en e blas. Ar c’halloud en devoa d’ober miraklou ; santelez dispar e vue, e aked evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, a vrudas dre holl e hano. Bezan e oa en Konsil Nise, elec’h ma oe kondaonet Arius ; mervel a reas en Myr war-dro ar bla 342. E gorf a oe sebeliet en e iliz-veur. Savet oe eleiz a ilizou en e enor, zoken, en broiou ar c’huz-heol, arôk ma oe digaset e relegou da gêr Bari. En amzer ma oa ar Vuzulmaned o klask astenn o galloud dre ar bed, tud a vor eus Bari a yeas gant tri lestr trezek ôchou an Azi. Diskenn a rejont tostan m’halljont da Vyr. En eur redaden, e tizjont ar gêr-ze, hag endra ne oa den war evez, ec’h ejont d’an iliz-veur, e torjont be sant Nikolas, hag e tigasjont gante e relegou. Tud Myr, pa weljont al laeronsi a oa c’hoarvezet, a redas war-lerc’h al laeron hep gallout o zapout. Ar re-man a ’n em gavas en Bari gant o zenzor, an 9 a viz mae 1087, hag a zougas anezan raktal da iliz Sant-Stephan. En devez-ze dioustu, tregont den klanv a ’n em gavas pare o pedi an ôtrou sant Nikolas ; abaoue, ar vrud eus e vadelez hag eus e c’halloud a zo êt a-bell bro, hag eleiz a dud a ve bep bla o pardonan en Bari.