Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/848

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
848
6 Kerdu
sant nikolas

————


KENTEL


Ar vugaligou


Ar c’hiz a zo da lavaret : « Ar vugale ac’han, ar vugale a lez-hont. »

Bugale ha bugale a zo breman, evel n’eus bet biskoaz ; bugale troëtoc’h war ar vad, dre m’eo bet silet d’eze en o gwad gant o zud.

N’eus douar ebet, n’eus forz pegen fall vefe, ha n’hellfed ket lakat da zougen frouez, gant poan hag amzer. N’eus krouadur ebet, kennebeut, ha n’eus forz pegen skanv-benn e vefe, n’hellfed ket digas ennan eur wellaën bennak, a-bouez poanial gantan.

Mar deo eta diroll ar vugale, an tad hag ar vamm a c’hall lavaret o mea culpa. Rak ar vugale a ve en bras ar pez ma vezont lezet da vezan a vihanik gant o zud. Nebeut a drec’h natur ; unanik bennak hen gra, mes distank int.

Tadou ha mammou, ma karet ho pugale, digoret d’eze abred o sperejou hag o c’halonou ; desket d’eze anaout ha karet an Otrou Doue ; ar beden desket war barlen ar vamm a chom skrivet er galon ; bugale pemp bla, en tiegeziou ’zo, a oar muioc’h a gatekiz evit bugale dek vla en tiegeziou-all. Desket d’eze karet ar bleuniou a vousc’hoarz ouzimp eus an douar, ar stered a vousc’hoarz ouzimp eus an nenv ; al loened, ar zervijerien mut-ze a vev war hon zro ; an nesan. Desket d’eze rannan an traouigou a roët d’eze, gant bugale-all o oad :


Gwell eo rannan etre dek
Eget lezel unan heb.

Pardoni a rêr d’eur bugel ha n’en deus ket a spered ; elec’h eur bugel ha n’en deus ket a galon, ne ve ket gouzanvet en neb-lec’h. Penôs e teuio ho pugale da gât kalon, ma ne zesket ket aneze da vezan madelezus ?




Seizvet devez a viz Kerdu


SANT AMBROAZ
Eskob ha doktor eus an Iliz (***-397)



Ar zant-man a oa ganet en Trêv, war-dro ar bla 340. E gerent a oa pinvidik hag a ligne uhel, hag an impalaer Konstantin en devoa laket e dad da c’houarn hon bro, a oa d’ar mare-ze dindan galloud ar Romaned ; kristenien vat oant ive, hag eur plac’h yaouank eus ar familh he devoa skuilhet he gwad evit Jezuz-Krist. Goude maro he fried, mamm Ambroaz a deuas da Rom evit gallout êsoc’h a ze skola he bugale.