Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/852

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
852
8 Kerdu
gouel ar gonsepsion

dreist an holl briejou. Rak-se, « eo bet gwisket d’ezi saë ar zantelez ; war he diouskoa eo bet tôlet mantel ar justis, hag evel eur pried karet, he dilhad zo bet perlezennet gant mein presius an holl vertuziou. »

Ar Werc’hez, a dlee bezan trec’h d’an drouk-spered, a dlee flastran d’ezan e benn, a dlee lakat ar bennoz ’lec’h m’en devoa hen digaset ar malloz, a dlee lakat ar vue ’lec’h m’en devoa hen laket ar maro ; ne oa ket eta dereat e vije bet, en mare ebet eus he bue, dindan galloud an drouk-spered ; ne oa ket dereat e vije tizet, an disteran, gant ar pec’hed orijinel ; ne oa ket dereat e vije bet diwanet enni mammen ar pec’hed, fomes peccati, a lak ennomp-ni holl brezel etre ar c’hig hag ar spered.

Mari a renke bezan dinam en pep doare, adalek ma oa krouet ; hon rezon hen lavar uhel. An Aviel hen lavar ken uhel-all. Klevet an arc’hêl Gabriel o komz outi, pa deuas da zigas d’ezi ar c’helou e oa bet dibabet evit bezan Mamm Salver ar bed : Ave, gratià plena, Dominus tecum, benedicta tu in mulieribus... Me ho salud, o leun a c’hras...

Ar memes niver a c’hrasou a zo bet en Jezuz-Krist, evel den, a zo bet ive en e Vamm ar Werc’hez, daoust ma ne oant ket deut d’eze dre ar memes hent ; Jezuz-Krist an evoa aneze dre wir, evel Doue ; ar Werc’hez Vari he devoa aneze dre vertu ar renk uhel oa galvet da zerc’hel evel Mamm da Zoue.

Lavaret a c’hallomp : drezi ar baradoz a zo bet digoret hag an ifern klozet ; drezi Doue zo bet anavezet, ar sperejou sklerijennet ; drezi ar peuc’h zo deut war an douar d’an dud a volonte vat ; drezi ar siou fall zo bet diarbennet, an urz vat diazezet ; Hi zo bet hanterourez etre an nenv hag an douar, rak an Otrou Doue a oa ganti, ha ni hon deus bet anezan diganti. Ne vije ket bet Doue ganti abaoue ar penn kentan, ma ne vije ket bet dinam ha leun a c’hras abaoue ar penn kentan. Mar deo binniget dreist an holl gwrage, eo dre mac’h eo bet dishenvel diouz an holl gwrage, en he C’honsepsion dinam.

An Iliz, kelennet gant ar Spered-Santel, he deus bet bepred ar mêmes kreden.

Hed an holl gantvejou, he deus lezet he Doktored da zeski d’an dud eo bet ar Werc’hez Vari konsevet hep pec’hed ; laket he deus ober goueliou en enor d’ar mister-ze ; staget he deus induljansou ouz an devosion-ze ; ôtreet he deus gant kêriou, gant rouanteleziou, gant urziou menec’h ha leanezed en em lakat dindan skoazel ar Werc’hez enoret dindan an hano-ze ; lezet he deus ober hano, en