Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/854

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
854
9 Kerdu
sant beuzek


Navet devez a viz Kerdu


Sant Beuzek, abad Lavret,
ha Sant Beuzek, eskob Dol
Vet ha VIet kantved



Daou zant a zo bet en hon bro o tougen an hano a Veuzek ; unan aneze a vevas er bempvet kantved hag egile er c’houec’hvet. Sant Beuzek ar bempvet kantved eo a zavas en enezen Lavret, war-dro ar bla 460, ar c’hentan manati [1] a zo bet hano anezan en Breiz-Izel. Di ec’h eas Gwennole d’ar skol, da seiz vla, hag eno e chomas betek e vla warn-ugent.

Eun devez, an abad santel a deuas ezom d’ezan da vont d’ober eun dro d’an douar-bras, hag e c’hourc’hemennas d’e bôtred-skol diwall d’ober droug ebet : « Ya ! ya ! Tad, emeze, bezet dinec’h ! » Mes a-vec’h oa êt an abad endro, m’en em lakjont da redek a-dreuz an teven, hag unan aneze a dapas eul lamm hag a dorras e c’har. Neuze e savas gouel : « Petra refomp breman ? eme ar bôtred. Pelec’h tec’hel ? Dizentet hon deus ouz hon zad. Dismegans hon deus grêt, n’eo ket hepken d’ezan, mes d’an Hini eman o terc’hel e blas en hon c’hichen ! »

A drugare Doue, Gwennole a gavas an tu da barean ar c’har dorret, hag en doare-ze den ne glevas trouz.

Setu aman gourc’hemennou abad Lavret d’e ziskibien :

« En em roët d’ar studi, ha bezet izel a galon. Arabad d’ec’h tennan lorc’h eus ho teskadurez ; rak Doue eo en deus roët d’ec’h ar pez a ouzoc’h.

» Labouret gant ho korf, hep klask tennan meuleudi an dud war ar pez a refet, ha heb ober dismegans war an hini n’anavezfe ket ho micher. An den dizesk a zo krouet gant Doue, kouls hag ar micherour gouiziek. Alïes an neb a zo barrek diouz eul labour an eus ezom eus e nesan evit eul labour-all. Rak ne gredan ket e kroufe Doue eun den hep ma vefe goest d’ober eun dra bennak. Ma ouzoc’h diou ha ter micher da c’honid ho para, n’ho peus nemet trugarekât Doue d’ober.

» Erfin, bezet war evez, yunet ha pedet herve giz an Tadou. N’am eus netra ken da lavaret d’ec’h. Ma heuilhet

  1. An dismantrou anezan a zo bet dizoloet er bla 1890, gant an ôtrou ’n abad Lasbleis, ginidik eus a Vriat.