Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/857

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Kerdu
857
itron-varia loretta

bet arôk. Pac’h ejont ebarz, e oent souezetoc’h c’hoaz. Dirak an nor, harp ouz ar voger, e oa eun ôter-ven ; en kichen an ôter eur pres bihan, eun nebeut listri-kegin ebarz ; en tu kle, eun oaled, hag ’us d’ezi eur skeuden eus ar Werc’hez, en he zav, ar Mabig Jezuz ganti war he divrec’h ; en tu deou, eun tammik prenestr.

Eleiz a dud a deuas da welet an neventi. Hogen, er mare-ze, Alexandr, eskob Tersatz, a oa gwall glanv war e wele, hag o vezan klevet komz eus ar pez a dremene en Rauniza, e kave diês n’halle ket mont e-unan da welet ar burzud. Ar Werc’hez, eleiz a êle endro d’ezi, a ’n em ziskouezas d’ezan en noz, a greiz ma oa o pedi, hag a lavaras d’ezan : « Ma mab, emezi, ma galvet a teus, setu me aman, evit rei da anaout d’it ar pez a glaskez gouzout. An ti a zo deut en deiou-man da Rauniza eo an ti on bet ennan o chom en Nazareth ; eno am eus tremenet ma bugaleach ; eno am eus bet digemeret salud an êl Gabriel ; eno eo deut Mab Doue d’en em ober den. An ti-ze, gant aon na vije grêt re a zismegans d’ezan gant an dud divade, a zo bet douget er vro-man gant an Ele. Hag evit ma vezi test eus ar burzud, ha ma c’helli embann anezan, e roër d’it ar yec’hed. »

Ha war ar geriou-ze, ar Werc’hez a dec’has.

An eskob a zavas raktal eus e wele ; pare mat oa. Mont a reas da Rauniza, ha rei a reas da anaout d’ar bobl an tensor a oa deut d’ezan. Gouarner ar vro, Nikolas Frangipane, a gasas tri den gouiziek da Nazareth, da welet ha ne oa mui eno ti ar Werc’hez. P’en em gavjont er Galile, e klevjont gant tud Nazareth e oa tec’het an ti santel eus o c’hêr, en noz etre an 10 hag an 11 a viz mae. An diaze anezan a weled c’hoaz, koulskoude, ha grêt oa gant ar memes mein, ha bezan en devoa ar memes hed hag ar memes lec’hed ha mogeriou an ti a oa en em gavet en Rauniza.

Siouaz ! levenez tud an Dalmasi ne badas nemet tri bla ha seiz miz. An 11 a viz kerdu 1294, e weljont e oa êt o zensor digante ; nijet oa en Itali, en tu-all d’ar mor, ha diskennet oa en Rekanati, en kreiz eur c’hoad lore. Eiz miz war-lerc’h, e oe douget eun hanter-leo ac’hane, ha prest goude e oe diazezet war an hent a ya eus a Rekanati d’ar mor. Eno eo chomet abaoue. Er XIVet kantvet zo bet savet ’us d’ezan eun iliz eus ar re gaeran hag ar pabed a zigoras gant largente tensor an induljansou evit ar re a yaje di da bardonan. An iliz-ze a oe hanvet Itron-Varia Loretta, abalamour d’ar c’hoad lore ’lec’h ma