Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/861

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Korantin
Sant Korantin
Daouzekvet devez a viz Kerdu


Sant Korantin
Kentan Eskob Kemper



En amzer gwechall, en koad Neved, en kreiz Bro-Gerne, e veve daou vanac’h, unan koz hag unan yaouank : Primel ha Korantin.

An hini koz, Primel, dre n’evoa feunteun ebet en kichen e lochen, a renke ober eur gwall bennad hent bemde, en eur jilgammat, evit mont da gerc’hat dour.

An hini yaouank, er c’hontrol, an evoa eur feunteun eus ar re sklêran harp ouz e beniti, hag eur pesk burzudus ebarz. Bemde, war a lavarer, e troc’he eun tamm anezan, hag a-benn an de war-lerc’h, e veze adarre en e bez. Eur wech ma oa Gralon, roue ar Gerneviz, o chaseal al loened goue, e tigouezas gantan en em gaout, skuiz-maro ha naon-du d’ezan, dirak peniti sant Korantin. Ar manac’h a ôzas d’ar roue eun tamm eus e besk. Gralon, dre anaoudegez vat, a roas neuze d’ar manac’h santel al loden eus ar c’hoad bras a deuas divezatoc’h da vezan parouz Ploudiern, en harz ar Mene-Hom. Kaeroc’h a reas ; kas a reas ar manac’h da Dour, hag e oe sakret eskob war Bro-Gerne. Pa zizroas da Gemper, Gralon a lezas gantan e balez da zervijout da iliz.

« Ter sklerijen gaer, a lavar eur skrivanier koz, a baras neuze ’us da veneziou Bro-Gerne, pa oa Gralon, Korantin ha Gwennole o terc’hel enni ar renk kentan.

« Gralon oa ar roue ; gouarn a rê gant furnez an Argoad hag an Arvor. Korantin oa an eskob ; terri