Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/862

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
862
12 Kerdu
sant korantin

a rê sec’hed ar bobl o rannan etrezan evaj presius ar fe. Gwennole oa ar manac’h, ha dre e vertuziou dispar e veritas bezan lezhanvet tad ar venec’h. »

Korantin a varvas en fin ar bempvet kantved. En e iliz-veur, en Kemper, e virer c’hoaz eun askorn bras eus e vrec’h.

————


KENTEL


Peden d’ar Seiz Sant


O seiz sant a Vreiz vihan, kaeran bleuniou hon gouenn,
Eus bar skedus an nenvou, selaouet hon goulenn,
Levenez ha karante skuilhet war douar Breiz ;
Miret enni kudennet hon yez koz hag hon feiz.

War ho peziou burzudus, ebestel Breiz-Izel,
Hon tudou koz anaoudek o deus, gant o c’hizel,
Savet ilizou dispar, eo enne eun dudi
D’ec’h selaou ar Vretoned diredet d’ho pedi.

En Breiz-Izel, en aner n’ho peus ket labouret,
An had kouezet eus ho torn, gwriziou don o deus grêt,
Ha daoust d’an avel-ifern a zourc’houez en pep bro,
Hon fe a chom start bepred, evel hon gwe dero.

Ni fell e ve Breiz-Izel evel m’ho peus hi grêt,
Gant he fe, he brezoneg, he giziou koz bepred.
Ni fell bezan anavet evit ho pugale,
Hag en hent merket ganec’h, ni boanio da vale.

Keit ha m’en dô Breiz-Izel ar mor glas da c’houriz,
Ho yez santel vo komzet ha karet gant Breiziz.
Ha d’e gomz pa baouezfont, vo nemet da c’hedal
E gomz ganec’h da viken, pa vefont er bed-all.




Trizekvet devez a viz Kerdu


SANTEZ LUSIA
Gwerc’hez ha merzerez



Lusia a zo ganet en kêr Sirakus, er Sisil ; he zud a oa pinvidik hag a ligne uhel. N’he devoa nemet pevar bla pa varvas he zad. Adalek he yaouankiz, e oa douget d’ar beden, ha n’he devoa ken aked nemet da viret he c’halon net a bec’hed. Meur a zijentil a deuas d’he goulenn evit pried ; unan aneze a blijas d’he mamm Eutychia, ha houman, hep lavaret netra d’he merc’h, a roas he ger. Mes Lusia he devoa eur zonj-all ; grêt he devoa le