Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/865

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Kerdu
865
sant yan diarc’hen

bla 1280, ha roët oe d’ezan, da ze e vadeziant, hano an ôtrou sant Yan, embanner bras ar binijen.

Blaveziou laouen e vugaleach a dremenas evel eun hunvre.

Gwelet a vije, dre lanneier ha koajou dôn e vro, o c’hoari, drant ha seder, gant bugaligou-all e oad. N’en devoa nemet sellet ouz ar re a valee en e rôk war hent ar vue, evit gouzout an tu da gerzet eün warzu an nenv.

Dal ma oe krennard, ec’h eas da zeski bezan masoner gant eur c’henderv d’ezan, ha buhan e teuas da c’houzout e vicher. Pa c’halle kaout ponchou d’ober war ar stêriou ha kroaziou da zevel er c’hroaz-hentchou, e vije en e vleud. Gallet en dije en em denn brao ’barz ar bed ; mes da ugent vla, e oe galvet gant Doue evit bezan silvidigez eleiz a dud, ha sentus ouz mouez an Otrou, en em lakas raktal en penn an hent da vont da veleg. E genderv a reas kement a oa en e c’halloud evit e ziarbenn. Yan a yeas neuze da Roazon, hag eno, goude bezan grêt e studi, e oe beleget. Striz oa ar vue a rene. Yun a rê ter gwech er zun diwar bara ha dour ; e zilhad, hep bezan diskempenn, a veze paour ; gwelet a rê ar re glanv, ha skuilh a rê madoberou endro d’ezan. Hanvet a oe da berson en Sant-Gregor, tost da Roazon. Eun tad oa evit e bobl ; ober a reas d’ezan eur vad dispar, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou ; n’en doa ket eur gwenneg evitan e-unan. Pa veze an ôtrou ’n eskob oc’h ober tro e eskopti, person Sant-Gregor a yee en e rôk, eus an eil parouz d’eben, da lakat ar vugale en stad da reseo sakramant ar Gonfirmasion, ha bepred e rê e hent war droad ha diarc’hen. Ac’hane eo e teuas an dud d’e lezhenvel Yan Diarc’hen.

Goude bezan renet e barouz epad trizek vla, ec’h eas, gant bennoz e eskob, da wiskan saë sant Fransez, da Gemper. Ma kare ar baourente en keit ma oa person, he c’haras muioc’h c’hoaz adalek an de-ze. Ar fallan dilhad a vije mat evitan, ha pa vije goulennet digantan perak e kare bezan gwisket ken dister, e lavare e oa mat awalc’h ar saëou fallan evit eur manac’h hag a oa ken pell hag hen diouz an Otrou Doue.

Dre n’halle ket e-unan rei kalz a zikour d’an dud ezommek, e troe, gwellan m’halle, ar re binvidik d’hen ober, hag e lavare d’eze :


Ar gwenan ’zastum mel, ar paour aluzennou ;
Grêt aluzen d’ar paour, da gât mel an nenvou.

Ne golle ket eur pennad eus e amzer ; pa ne veze ket o labourat, e veze o pedi ; dre e bedennou, e roë d’e nesan