Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/867

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Kerdu
867
sant yan diarc’hen

————


KENTEL


Ar zentidigez eo a ra ar zantelez


Sant Yan Diarc’hen a oa eun den sentus ; mab oa da zant Fransez, hag ar zant-se ne c’houlenne netra digant e venec’h, gant kement a aked, evel ar zentidigez.

Ar gwir den sentus, eme sant Fransez Asiz, a zo henvel ouz eur c’horf maro : tanquam cadaver ; ne ra van ebet, pe e vezo savet war eun trôn kaer, pe e vezo lôsket war an douar yen.

O vezan klevet hano eus unan eus e venec’h ne oa ket mat d’ezan senti ouz e superior, e reas toullan eur be ha lakat ar manac’h dizent ebarz, betek e c’houg. Neuze e komzas evellen : « Petra, maro out ? » O vezan ma lavare ya, e reas e dennan er-mêz eus an douar : « Gouzout a rez ervat, emezan, e fell d’in kaout diskibien maro ha nan diskibien beo. »

Fransez oa an hini a ouele pa gleve klemmou eun oan, hag a zastume ar prenv kouezet war an hent, gant aon na vije flastret dindan an treid ; ne oa ket teneroc’h den evitan, mes ne oa ket evit gouzanv an dizentidigez, dre ma ouie ervat eo mammen vras an droug war an douar-man.

Evel sant Fransez hag e vugale, bezomp sentus ouz ar re o deus galloud warnomp, ha kustumomp ar re a zo dindanomp da zenti ouzimp. Ar zentidigez eo a ra ar zantelez.




Pempzekvet devez a viz Kerdu


SANT EUZEB
Eskob Verseil (***-370)



Euzeb a oa ganet er Sardaign, war-dro ar bla 286. E vamm Restitua, eur zantez, a deuas gantan da Rom pa varvas e dad, hag a zavas anezan en doujans hag en karante an Otrou Doue.

War a lavar sant Ambroaz, Euzeb a oe ar c’hentan, er C’huz-Heol, da vezan, war an dro, beleg ha manac’h. Ar c’hentan eo ive eus ar re a azezas war gador eskob Verseil hag a vefe deut o hano betek ennomp.

En amzer-ze, an Arianed, harpet gant an impalaer Konstans, a lake reveulzi dre ar bed kristen. Ar pez a glaskent, dreist-oll, oa koll Athanas, difennour bras ar fe. Euzeb, daoust da c’hourdrouzou an impalaer, a ’n em lakas a-du gant eskob Alexandri, hag a oe harluet er Palestin.