Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/869

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Kerdu
869
sant euzeb

Trubuilhou ar vue a lak ac’hanomp da gaout nebeutoc’h a garante evidomp hon unan ha nebeutoc’h a fizianz en hon gouiziegez hon unan. Ma c’houzanvomp aneze a galon vat, abalamour da Zoue, e teufont da vezan, pep-hini aneze, ken alïes a vleunien a gemero an ele da vlansoni kurunen hon gloar er baradoz.




C’houezekvet devez a viz Kerdu


Ar Plac’h eürus Mari an Ele
Leanez eus a Urz Karmel (1661-1717)



Ar plac’h eürus-man a oa ganet en Turin, an 8 a viz genver 1661, hag a oe badezet, pevar de goude, en iliz Sant-Simon ha Sant-Jud. Ar varkizez Santena, he mamm, a oa kenitervez da zant Loeiz Gonzag.

Mari a ziskouezas, a-vihanik, ar c’hoant he devoa da blijout da Zoue. Senti rê, d’ar gomz, ouz he zad hag he mamm ; karantezus ouz he breudeur hag he c’hoarezed, ha jentil ouz holl servijerien an ti.

He flijadur vrasan oa bezan o komz, gant unan eus he breudeur, eus Doue hag eus an treo santel. Da daouzek vla, o vezan êt da Salus, da welet unan eus he c’hoarezed o wiskan saë leanezed Santez Mari ar Stereden, e c’hoantaas chom ive er manati-ze. Mes a-benn m’oa bet bla ennan, evel n’he devoa ket a yec’hed, e renkas dizrei eur pennad d’ar gêr. Daou vla goude, e wiske saë leanezed Karmel, en manati Santez-Triflna, en Turin. Neuze e kemeras an hano a Vari an Ele.

Lakat a reas an holl vertuziou, an eil goude eben, da zevel ha da vleunian en he ene. Doue a greskas he zantelez, o tigas d’ezi eur zamm kroaziou kalet da zougen. Alïes e teue ar c’hlenved d’he gwaskan ; an drouk-spered a rê gwasan m’halle evit he jachan war hent an ifern ; en em ziskouez a reas d’ezi meur a wech.

An treo-ze holl a rê da Vari an Ele kerzet skanvoc’h warzu an nenv, hag an Otrou Doue a roas d’ezi grasou eus ar re gaeran. Anaout a rê an amzer da zont ; lenn a