Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/877

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Kerdu
877
sant briak

Doue a grouas eur bobl a oe e bobl muian-karet, da viret ha da gas dre ar bed ar fe er Zalver da zont.

Evit ma kreskje e fe, e reas burzurdou dispar en e genver, hag evit ma vrudje anezi, e lakas an Ejipsianed, an Assirianed, ar Persed, ar Gresianed, ar Romaned da zismantr e vro ha da stlabean anezan dre bevar c’horn ar bed. Kavet a vije Judevien en Ejipt, en Babylon, en Athen, en Rom, en pep bro ; ha bepred e kasent gante, dre mac’h eent, komzou Doue : ar c’helou mat. Dre holl vije kemeret plijadur o klevet aneze o komz ken brao evel ma ouient ober, eus ar Zalver a dlee dont, ha dre ze, ar bed holl a huanade war-lerc’h an Hini a dlee digas gantan war an douar al levenez hag ar garante.




Naontekvet devez a viz Kerdu


An den eürus Urban V
Pab (1362-1370)



Gwilhou Grimoart, an hini a dlee divezatoc’h dougen an hano a Urban V, a oa ganet en Grisac, el Lozer. Doue a roas d’ezan da anaout abred eo ar zantelez al louzou c’houez vat a vir ouz ar ouiziegez da vont da fall. Rak-se, goude bezan grêt e studi en Montpellier hag en Toulouz, en em dennas en manati Sant-Viktor Marseilh.

Ac’hane e oe goulennet da vont d’ober skol da Vontpellier, da Bariz, da Avignon ha da Doulouz ; en kement lec’h ma tremenas, an diskibien a ziredas niverus da zastum mel e gelennadurez.

Ar vrud an evoa a reas da eskibien Klermont hag Uzes e gemer da vikêl-vras. Eun nebeut blaveziou goude, ar pab Klemant VI hen kasas d’an Itali.

Hanter-kant vla bennak a oa abaoue m’oa deut ar pabed da chom da Avignon, kement a reveulzi evel ma oa en Rom ; abaoue, kêr-benn ar bed kristen ne rê nemet koll tamm ha tamm he gened hag he danve. Gwilhou a oe karget da vont d’ober eun dro da welet ha dizrei a c’halle ar pab d’e gêr goz. Goude ar veaj-ze, e oe hanvet da abad manati Sant-Viktor Marseilh, ha da varo Innosant VI, digouezet ar 27 a viz gwengolo 1262, daoust ne oa ket c’hoaz