Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/879

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Kerdu
879
an den eurus urban v

————


KENTEL


Gened an Iliz


An Iliz a zo eun emglev etre an dud evit pez a zell madou an ene. Eun emglev eo ha n’eus ket he far war an douar ; rak n’eus hini-all ebet hag a vefe enni, war an dro, kement a unvaniez ha kement a dud.

Kemeromp daou gatolik, eur Breizad, mar karet hag eur Japonad, pell o-daou an eil diouz egile, pellan ma c’hell daou zen bezan, an eil diouz egile, war an douar-man.

N’o deus ket ar memes liou ; unan, ar Breizad, a zo gwenn ; egile, ar Japonad, a zo melen ; unan a gomz brezoneg ; egile a gomz japoneg ; unan a zoug bleo hirr ; egile a zoug bleo berr : unau a zoug dilhad start ouz e gorf ; egile dilhad lôsk ; unan a vev gant bara ; egile a vev gant riz ; unan a vev en eun ti men ; egile, en eun ti paper.

Daoust da ze, o-daou e lavaront ar memes Credo ; o-daou e heuilhont ar memes gourc’hemennou ; o-daou e kemerout peurz er memes sakramanchou ; o-daou e sentont ouz an den gwisket en gwenn, a zo du-hont en Rom, war Gador sant Per.

N’eus emglev ebet war an douar ken kaer hag Iliz Jezuz-Krist. Klasket, redet ar rouanteleziou ; treuzet ar moriou ; grêt tro ar bed ; n’eus netra par da Iliz Rom ; netra ken skedus ha pried Jezuz-Krist.

Bezomp eta d’ezi en hon bugaleach, en hon yaouankiz, en hon oad den, epad hon bue pen-da-ben, eus ar c’havel-badeziant d’ar c’havel-be.

Ra deuio hon dorn da zec’han hag hon teod da stagan ouz hon staon, ma tigouezfe d’imp, de pe de, ankouât ac’hanoc’h, o Iliz santel, ha ma paouezfe hon c’halon da dridal dre garante evidoc’h.




Ugentvet devez a viz Kerdu


An den eürus Per Canisius
Beleg eus Kompagnunez Jezuz, abostol an Alamagn (1519-1597)



Per Canisius, ginidik eus ar Holland, goude bezan grêt studiou kaer er Pologn hag en Louvain, a c’houlennas digemer en Kompagnunez Jezuz.

En amzer-ze e oa Luther, ar manac’h fall, tad ar brotestanted, kas dismantr ar bed kristen ; êt oa er-mêz eus an Iliz, ha c’hoant en devoa da welet an holl oc’h ober eveltan ; tec’het oa diwar hent ar baradoz, ha c’hoant en devoa da welet an holl o vale gantan war hent an ifern.