Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
30 Genver
ar familh zantel


Mari eta eo a rê labouriou an ti hag a gemeras ar zoursi kentan gant ar Mabig Jezuz. Hi eo a vagas anezan hec’h-unan, epad daou vla, hag a neas kement pez-dilhad a c’holoas e izili binniget.

Ar bugel-Doue a gomze hag a c’hoarie evel ar vugale all eus e oad. Ne ziskoueze, nemet a nebeudou, ar furnez a oa ar vammen anezi ennan. Iskis ha spontus a vije bet gwelet eur c’hrouadur bihan o komz evel eun den bras.

Etre ar vugale-all eus e oad hag hen, ne oa eta kemm ebet nemet unan : ar pez a veze grêt gant ar re-all a veze bepred ennan eur si bennak, elec’h ar pez a veze grêt gantan ne veze gwech ebet netra da lavaret warnezan.

Jezuz, en Nazareth, a oa eur bugel, mes eur bugel dispar en pep doare.

Jozef, ar penn-tiegez, a c’hourc’hemenne, ha bepred e veze grêt diouz a lavare. Jezuz a zeskas gantan e vicher : Salver ar bed a oa bet falvezet gantan labourat gant e gorf, evit deski d’imp eo grêt an den evit al labour, ha n’eus dismeganz evit nikun o ’n em drei warnan. An dismeganz ne goue ket war an hini a labour ; an dismeganz a goue war an hini ’zo barrek da labourat ha ne ra nemet dibri ar bara goneet gant c’houezen an nesan. An dismeganz ne goue ket war an hini ’zo paour, an dismeganz a goue war an hini ’ zo en dienez hag a c’hallfe brao, gant poanial ha kaout penn, ’n em dennan diouti.


Al labour eo hag ar beden
A vag hag a yac’ha an den.

Jozef, Mari ha Jezuz a zantelae o labour dre o fedennou pemdeiek, ha dre an diskwiz ar zun, da ze an Otrou. Bep bla, ec’h eent ive da bardonan da Jeruzalem, kêr zantel ar Judevien. Da zaouzek vla, ar bugel-Doue a yeas gant e gerent, a oe kollet, ha ne oe kavet nemet a-benn tri devez goude, chomet e-touez an doktored a oa eun dudi gante klevet e gomzou.

— Ma mabig, eme an Itron-Varia, p’hen gwelas, perak ’ teus grêt kemend-all ? Setu aze e oa da dad ha me ouz da glask, muioc’h ankeniet hon daou evit n’omp bet biskoaz !

Ha Jezuz a lavaras :

— Perak klask ac’hanon ? Gouzout a ret ervat eo dleet d’in bezan el lec’h ma ver o pleal gant afferiou ma Zad.

Komz kentan Hon Zalver dastumet gant an Avielerien, ha deut betek d’imp, eo hounnez, ha daoust m’eo berr, e ro d’imp da anaout eleiz a dreo. Diouti eo anat ne anave Jezuz nemet eur gwir Dad, hag eo Doue ; eur rumm afferiou diouz e zoare, hag eo afferiou Doue ; eul lec’h hepken hag