Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/880

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
880
20 Kerdu
an den eurus per canisius

Evit diarbenn an droug a rê, ar pab Pôl III a zigoras konsil-meur Trant (1545). Per Canisius, deut da heul eskob Augsbourk, en em gavas, daoust d’e yaouankiz, da brezek ouspen eur wech, dirak Tadou ar C’honsil, ha gouzout a rê an tu da lakat e gomzou da domman ar c’halonou ha da sklerijenni ar sperejou.

O welet e rê an heretiked levriou da rei d’anaout fals-kredennou dre ar vro, Canisius a zonjas ne oa louzou ebet gwelloc’h ouz an droug evit eur skrid berr war ar gelennadurez kristen. Skrivan reas eta eur c’hatekiz, hag ober a reas anezan ken frêz ha ken sklêr, ma n’eus levr ebet gwelloc’h da lakat an dud, en berr amzer, da anaout ha da garet ar relijion gristen.

Konsil-meur Trant a oe klozet erfin, er bla 1563 ; Canisius a oe karget da embann e lezennou dre an Alamagn, hag hen ober a reas eus ar gwellan.

An heretiked a voullas neuze, en Magdebourk, eun istor eus ar relijion gristen hag a oa eun dismegans evit an Iliz katolik ; ar pab Pi V a gargas Canisius da zispenn ar geier-ze. An den santel a zavas neuze al levr « Penôs e ve troet fall komzou Doue, » hag ennan e tisklerias hag e tifennas ar gwir fe en eun doare dispar.

Eus an Alamagn, Canisius a oe karget da vont da zevel eur skolach vras da Fribourk, er Suis. Daoust pegement a breder a gemere gant an ti-ze, an den santel a gave amzer c’hoaz da brezek, da welet ar re glanv, da gelenn ha da c’honid an heretiked. Tud Fribourk a gare o abostol evel eun tad. Eun devez, protestanted Jenev, Lausann ha Bal, a gasas da Fribourk gwall skridou eneb Kompagnunez Jezuz. Kanton Fribourk a-bez, evit gwalc’hi an dismegans-ze, a reas le dirak an nenv hag an douar da viret bepred e fe katolik.

Goude bezan gouzanvet poaniou skrijus epad pevar miz, Canisius a varvas en Fribourk, an 20 a viz kerdu 1597, o ren e driouec’h vla ha tri-ugent. Pi IX a lakas e hano war roll an dud eürus, an 20 a viz du 1864.

————


KENTEL


Ar meritou


Ar zent a dremen o bue o tastum meritou evit ar baradoz.

I. — Meritou a dleer da zastum

Doue a roio e varadoz hag e gurunen d’an den, ma virit aneze : ne roio ket aneze en aluzen ; o goulenn a renko ; o frenan a renko ; o faean a renko.