Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/881

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Kerdu
881
an den eurus per canisius

Ar meritou eo ar mone a dalv d’an den da baean e gador hag e gurunen er baradoz. Non coronabitur, nisi qui legitime certaverit : Ne vezo kurunet nemet an neb en devo stourmet evel m’eo dleet.

II. — Meritou a c’haller da zastum

Ar Skritur-Zakr hen diskouez. Lavaret a ra e vezo gopraet an oberou mat. Pep-hini a resevo e c’hopr diouz e labour.

Lavaret a ra petra vezo roët en gopr evit an oberou mât : « Tridet emezi, ha bezet laouen, rak ho kopr a zo bras ebarz en nenv ».

— « Kement hini en devo dilezet e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c’hoarezed, abalamour d’in, en devo kant gwech muioc’h evit ar pez en deus lezet, hag ar vue peurbadus ouspen. »

Hag ar goprou-ze a zo roët, n’e ket hepken abalamour m’eo dereat da Zoue o rei, mes abalamour m’eo red. Setu petra ro sant Pôl da anaout pa lavar : « Stourmet am eus gwellan ma c’hallen, peurc’hrêt eo ganin ma redaden, ha breman e c’hortozan ar gurunen a dle Doue d’in, hag a roo d’in, abalamour m’eo eur barner leal. »

Meritou a c’haller eta da zastum. Ar Skritur-Zakr hen diskouez. An Iliz hen lavar ive. An eskibien, en Trant, a skrive : « Malloz d’an neb a lavarfe eo dereat hepken da Zoue rei ar baradoz d’an den a varv en stad a c’hras, rak dleet eo d’ezan hen ober goude ar promese en deus grêt. »

An eskibien, en Oranj, a lavare : « N’eo ket red d’an Otrou Doue rei e c’hras d’an den d’ober oberou mat ; mes pa vezont grêt, eo red d’ezan o goprât. »

— « Evel m’eo dleet e teufe ar maro war-lerc’h ar pec’hed, evelse, eme sant Augustin, eo dleet e teufe ar vue a bado da viken war-lerc’h an oberou mat. »

III. — Evit dastum meritou, e renker bezan en gras Doue.

Ar skour n’hall ket dougen frouez nemet stag a vefe ouz ar wezen ; evelse e c’hoarvez gant ar c’hristen. Stag e renk bezan ouz Doue, anez, eo didalve e oberou.

Red eo, d’an eil, bezan en bue. « Dont a ra an noz, da lavaret eo, ar maro, ha neuze n’haller mui ober netra. »

IV — Hag ar pez a rêr a renk bezan grêt gant liberte ; red eo e vefe mat, drezan e-unan ha dre an digare hon doug d’hen ober, ha grêt abalamour da Zoue.

Dastumomp meritou muian ma c’hellfomp : diskiant eo bernian danve en eur vro ha n’omp ket da chom enni, ha chom hep kas madou d’ar vro hon devo da vont enni hepdale.