homas a oa ganet er Galile. O vezan klevet hano eus ar burzudou a rê Jezuz, e kredas e oa ar C’hrist, ha ne zaleas ket da heuilh anezan en pep lec’h. An enor en devoe da vezan dibabet evit unan eus an daouzek abostol.
Pa fellas d’Hon Zalver mont da Vethani evit rei ar vue d’e vignon Lazar, a oa neve varo, an diskibien hen dizalias, en eur lavaret :
— N’eus nemet eur pennadik, ar Judevien a felle d’eze ho lazan a dôliou mein, hag e fell d’ec’h distrei dioustu en o zouez ?
— Deomp bepred ! eme Jezuz.
— Deomp ive, eme Dhomas d’an diskibien, evit mervel gant Hon Mestr.
De arôk e varo, epad ar goan divezan a reas gant e ziskibien, Jezuz a lavaras d’eze :
— N’et ket d’en em jalan mac’h an d’ho kuitât, rak mont a ran da gempenn d’ec’h eur plas kaer ; dizrei a rin evit ho kerc’hat hag ho tigas d’al lec’h ma vezin ma-unan. Gouzout a ret da belec’h ec’h an, hag anaout a ret an hent.
— N’ouzomp ket, eme Dhomas dioustu, da belec’h ec’h êt ; penôs neuze e c’hallfemp anaout an hent ?
— Me, eme Jezuz, eo an hent, ar wirione hag ar vue ; den n’hall mont da gaout ma Zad nemet drezon-me.