vas ive o c’herent ; a-wechou e vezent laket en eur vag ha stlapet er mor gant eur men ouz o goug ; a-wechou-all e veze grêt eun tântad endro d’eze d’o devi a vagad.
Epad an amzer-ze, ar prizoniou a oa deut da vezan leun-chouk. Goude ar veleien hag o c’herent, e teuas tro an dud fidel-all, ha tourmanchou iskis a oe kavet evit o lakat d’ar maro.
Ar verzerenti a skuilhas war o zâl al levenez a bado da viken, ha kentoc’h e skuizas an impalaer o skei eget ar gristenien o c’houzanv.
I. — Holl e tleomp bezan merzerien.
Na pegen kaer n’eo ket nerz-kalon merzerien Nikomedi. Diskenn a reont eus ar c’hargou uhelan hag ober a reont ar zakrifis eus o bue, kentoc’h eget nac’h o fe. Na pebez merzerenti glorius !
Arabad d’imp ankouât hon deus holl eur verzerenti da c’houzanv. Jezuz en deus lavaret eo dre nerz e c’honezer rouantelez an nenv [1], ha sant Pôl a lavare : « An neb a stourm a vezo kurunet [2] ». Hent ar groaz eo hent ar gloar : « Red eo treuzi eur mor a drubuilhou arôk digouezout en porz ar baradoz. [3] »
II. — Hon merzerenti n’eo ket ken kalet ha hini ar verzerien, mes hirroch e pad.
Ar verzerien, evel re Nikomedi, o deus renket gouzanv poaniou skrijus evit gonid o c’hurunen, mes an dra-ze n’eo ket bet padet nemet eun nebeut heuriou. Hon merzerenti-ni a dle padout epad hon bue, rak stourm a renkomp ouzomp hon unan, ouz hon techou fall, ouz an drouk-spered, ouz ar bed ; en em gastizan, gouzanv gant pasianted, plegan da volonte an Otrou Doue. Bue ar c’hristen, pen-da-ben, n’eo nemet eur verzerenti.
Daoust hag eur verzerenti eo hon bue ?
III. — Ken bras e vezo hon gloar.
Merzerien Nikomedi a zo enoret war an ôteriou ; an dra-ze a zo kalz ; mes ar gwir enor a gavont, nan war an douar-man, mes en nenv. Eno eo en deus sant Yan [4] gwelet an holl zent, gwisket gant saëou skedus, bodou palmez en o daouarn, endro da drôn Doue, o kanan meuleudiou an Otrou, hag o welet Jezuz-Krist tâl-ouz-tâl. Setu aze petra ’ zo ouz hon gortoz. Gouzanvomp eta hon merzerenti a galon vat. Diwar ar groaz e pigner er sklerijen.
Per crucem ad lucem.