Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/892

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
892
25 Kerdu
gouel nedeleg

Ha setu, en eun hunvre, an oablou digatar
A oe sklerijennet gant eur sklerder dispar,
Eur sklerder hag a rea eus an noz eun de bras,
Ha dindan bolz an nenvou, eun arc’hêl a baras.

Eur spont bras a grogas er bastored. Mes an êl a lavaras d’eze : « N’ho pezet aon ebet ; me a zigas d’ec’h eur c’helou mat, a vezo eun dudi evidoc’h hag evit ar bobl a-bez. En kêr David zo ganet d’ec’h hirie eur Zalver, a zo ar C’hrist, an Otrou. Ha setu evel mac’h anvefet anezan : kaout a refet eur bugel mailhuret ha gourvezet en eur c’hraou. »

Kerkent, eur bagad êle eus an nenv a ’n em unanas gant an êl, hag e veulent Doue, hag e lavarent : « Gloar da Zoue en lein an nenvou, ha peuc’h war an douar d’an dud a volonte vat. »

Pa oe tec’het an ele, ar bastored a lavare an eil d’egile : « Deomp betek Bethleem ha gwelomp ar pez a zo digouezet hag an eus roët an Otrou d’imp da anaout. »

Diredet a rejont eta hag e kavjont Mari ha Jozef hag ar bugel gourvezet en eur c’hraou. O welet anezan, ec’h anavezjont ar wirione eus ar pez a oa bet lavaret d’eze diwar e benn. Kement hini a glevas an dra-ze a oe souezet, hag ive gant ar pez a oa bet lavaret d’eze gant ar bastored.

Hogen, Mari a vire an holl dreo-ze ’vit o fouezan en he c’halon.

Ar bastored a zistroas en eur rei enor ha meuleudi da Zoue evit kement o devoa klevet ha gwelet, herve m’oa bet lavaret d’eze.

————


KENTEL


An Ele hag ar Bastored


I. — KAN an ELE

Pep trouz zo deut da gouezan,
An avel a chom hep c’houezan ;
Ne gren mui, zoken, an deliou,
Sioulder vras a ren er mêziou.

Hanter-noz eo. Den ebet ken ne zonj en daou dremeniad a zo deut eus a Nazareth hag a zo en em dennet en kraou Bethleem. Mari a zo war zav ; en eun tôl, eun tarz sklerijen a lintr endro d’ezi ; klevet a rêr klemmadennou dister : ar Mabig Jezuz a zo ganet. Er memes amzer, an Ele a ziskenn eus an nenv hag a gan war o zelennou aour :

Gloar da Zoue ha peuc’h d’an dud.

Na pebez gouel en nenv ! Na pebez dudi war an douar !

Jezuz a deu er bed abalamour d’ec’h. Ha chom a c’hellet-hu heb e garet ?