Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/893

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Kerdu
893
gouel nedeleg

II. — GWELADEN AR BASTORED

Piou a oe galvet da zont, da gentan, da welet ar bugel Doue ? Daoust hag Herodez eo ? Daoust ha tud pinvidik ar bed eo ? Daoust ha Doktored Jeruzalem eo ? Nan. Jezuz, paour, izel ha glan a galon evel mac’h eo, ne zell ket ouz treo lugernus ar bed. Mêsaerien hag a oa o vêsa o denved war grec’hennou Bethleem eo a oe pedet da gentan ; tud paour, izel ha glan evel Jezuz, ha disprijet eveltan ; paour en arc’hant ha pinvidik en zantelez ; tud war evez, da lavaret eo, tud birvidik. An dud paour, izel, glan ha birvidik a galon eo a blij d’ar Mabig Jezuz.

III. — PROFOU AR BASTORED

Na pebez fe eo hini ar bastored ! Mont a reont d’ar c’hraou ; eno ne welont nemet mogeriou dirapar, hag eur bugel, henvel ouz ar vugale-all, gourvezet war ar plouz. Mes an êl en deus komzet, hag e daoulinont en harz ar c’havel da adori Doue en e vailhurou. Ar profou o deus da ginnig a zo dister ; mes d’o heul e roont o c’halon berv gant ar garante, hag an dra-ze, dreist pep tra, eo a gar Hon Zalver kaout.

Kinniget ive ho kalon da Jezuz. Laket anezan da ziskenn ennoc’h hirie dre ar gommunion, ma ho lako da ’n em chench ennan.

————
Kanaouen Noz Nedeleg


WAR DON : Christe Kedemptor.

I

Kanomp hirie gant levenez,
Rak evidomp-ni eur Werc’hez
He deus laket eur mab er bed,
O vezan mamm ha gwerc’h bepred.

II

O pebez bugel buirzudus,
Mab d’an Otrou Holl-C’halloudus,
A ziskenn eus ar baradoz
Evit dont d’hon gwelet fenoz !

III

Al loar, an heol hag ar stered,
Ar mor, an douar en deus grêt ;
Krouet en deus tud hag ele ;
D’e vamm e roas ar vue.

IV

Arôk an amzeriou eo bet,
Pa ne voint ken e vo bepred,
Ha koulskoude, war he barlen,
Mari, bihanik, hen dougen.

V

E balez a zo en nenvou,
Da lez en deus eledigou,
Hag e c’hourve en eur c’havel,
En eur c’hraou digor d’an avel.

VI

Divent eo e rouantelez,
Dreist niver e binvidigez,
Hag e teu paour war an douar
Da vervel war Groaz ar C’halvar.

VII

Krouadurig c’hoaz ken dister,
Gant Jozef hag ho mamm dener.
Jezuz, gwir den ha gwir Doue.
M’hoc’h anave evit roue.

VIII

Me hoc’h ador a greiz kalon,
C’houi zo deut er bed evidon ;
Ma selaounet, Doue bugel ;
Grêt m’ho karin betek mervel.

Gwennael.