Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/897

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Kerdu
897
sant yan

Yan a oa skanvoc’h hag a ’n em gavas da gentan. Koulskoude, gortoz a reas ma vije digouezet sant Per, ha ne fellas ket d’ezan diskenn er be, abalamour Per a oa kosoc’h.

En devez ma tiskennas ar Spered-Santel war an Ebestel, Per ha Yan a bareas eun den, ganet dall, a c’houlenne an aluzen en kichen dor an Templ. Goude-ze, Per a reas eur brezegen d’ar bobl, hag a c’honezas kalz a dud da relijion Jezuz-Krist, hag abalamour da ze, an daou abostol a oe tôlet er prizon diouz an abarde. An de war-lerc’h, e oent galvet dirak ar varnerien, ha difennet oute derc’hel da gomz eus Jezuz Nazareth : « Daoust, eme Ber ha Yan raktal, hag eun dra vat e vefe senti ouzoc’h kentoc’h eget ouz Doue ? Ni n’hallomp ket miret da gomz eus ar pez hon deus gwelet ha klevet. »

Sant Yan a dremenas meur a vlavez en Jeruzalem gant ar Werc’hez ; goude en em dennas en kêr Efez. Ac’hane ec’h eas da brezek an Aviel er c’hêriou tro-war-dro.

Pa stagas an impalaer Domisian d’ober brezel d’ar gristenien, Yan a oe kroget ennan ha kaset da Rom. An den kri-ze a reas e zouban en eur gôter leun a eoul bervet ; a drugare Doue, ar zant n’en devoe droug ebet, ha neuze e oe kaset da enezen Patmos.

Eno, Doue a ziskouezas d’ezan, evel en eun dôlen, an treo a dle c’hoarvezout gant an Iliz en amzer da zont ; Yan a skrivas aneze en eul levr hanvet an Apokalips, hag a zo ennan, herve sant Jerom, ken alïes a vister hag a c’her. Goude maro Domisian, sant Yan a c’hallas distrei da Efez. En tro ar mareou-ze, e skrivas e Aviel, war ali eskibien ar vro, evit diskouez eo Jezuz Doue evel an Tad hag ar Spered-Santel, hag eo bet evelte a holl-viskoaz ; rak heretiked a veze klevet o lavaret penôs Jezuz ne oa netra arôk ma oe konsevet gant ar Spered-Santel.

Sant Yan en deus skrivet c’hoaz daou lizer, hag enne e komz, dreist-oll, eus ar garante en kenver Doue hag an nesan. En e amzer divezan, ne rê nemet lavaret an dra-man d’ar gristenien : « Ma bugaligou, en em garet an eil egile. » Ha pa veze goulennet digantan perak e lavare bepred ar memes tra, e responte : « Setu aze gourc’hemen Doue, hag awalc’h eo ma ve heuilhet mat. »

Sant Yan a varvas en Efez, war-dro ar bla 100 goude donedigez Hon Zalver Jezuz-Krist.

J.L.P.