Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
31 Genver
sant per nolask


Kentan devez ha tregont a viz Genver


SANT PER NOLASK
Diazezour Urz Leaned I. V. Drugare (1189-1256)



Per Nolask a ziskenne eus noblanz vras Kastelnaudary. Genel a reas er bla 1189. A vihanik oa troet kalz da gemer true ouz an dud reuzeudik, ha d’ober d’eze ar vad a c’helle. Da bemzek vla, e kollas e dad. Endro d’eur bla warn-ugent, ec’h eas d’ar brezel eneb an Albijiz, heretiked hag a boble kreiste ar Frans, hag a oa lezhanvet evelse, abalamour m’o devoa gonezet kêr Albi, ha ma rent anezi o c’hêr-benn.

O c’helennadurez a oa eun dismantr evit ar fe hag ar rouanteleziou. Ar veleien ne gomzent ket ken uhel ha ma tlejent bezan grêt, ha haderien ar gaou o devoa kemeret hardiegez. Prezek a rent e oa pec’hed dimezi ha kaout bugale ; n’eman ket en galloud an den tec’hel diouz an droug ; n’o deus gwir ebet pennou ar vro da lakat eun den d’ar maro ; e tle Iliz Rom bezan diskaret. Eleiz a zorc’hennou-all ken dibenn pe dibennoc’h a oa c’hoaz en o c’hredo hag a embannent dre ar vro, oc’h ober hent d’eze dre an dir hag an tan. Ar pab Innosant III a gasas d’eze, evit o gonid dre gaer, Per Kastelnau. Mes elec’h ober d’ar c’hannad-ze an digemer a oa dleet, an Albijiz hel lazas (1208). Er blavez war-lerc’h, war c’houlenn ar pab, e oe savet eun arme da vont d’eze, ha Simon Montfort, eun dijentil breizad, a oe laket en he fenn. En Muret, (1213) gant mil den, e roas lamm da 40.000 heretik, hag 20.000 aneze a chômas war dachen ar brezel.

Etouez ar re varo e oa Per, roue Aragon ; e vab Jemz, eur pôtrig c’houec’h vla, a oe grêt prizonier. Dindan jeneral ar gatoliked e oa Per Nolask, eun dijentil pevar bla warn-ugent, a stourmas evel eul leon. Simon Montfort, evit diskouez ec’h anaveze e dalvoudegez, a gargas anezan da gelenn ha da zevel ar prinz Jemz, ha da vont gantan d’ar Spagn. Epad an dek vla a dremenas en lez rouaned Aragon, Per a vevas evel eur manac’h : diou heur bemde ha diou heur bep noz e veze o pedi.

En amzer-ze, ar Vorianed a rede ar Spagn hag ar moriou tro-war-dro, ha ne laerent nemet ar pez a c’hallent. Per Nolask, war ali ar Werc’hez, ha gant skoazel ar roue