rak den, en em ziskouezet d’ar zoudarded evit ma chomo hon bugaligou ganimp. »
Ar zoudarded ne rênt van evit o c’hlevet ; diframman a rênt o bugale eus o daouarn ha, hep true ebet, e lazent aneze.
Ar vugale-ze laket d’ar maro dre urz Herodez a zo enoret evel merzerien, rak lazet int bet abalamour da Jezuz hag en e lec’h, ha petra bennak ne oant ket evit komz, bet o doa eur c’horf hag a c’halle gouzanv ha mervel evit Jezuz-Krist.
Ar roue Herodez ne zaleas ket da vezan kastizet. Mervel a reas gant poaniou ken kri ma kave d’ezan e oa an tân en e greiz. Lod eus e gorf a oa debret gant ar prenved, ha kement a flêr a oa gant e alan ma oa rukunus tostât outan.
J.L.P.
I. — Es eo c’houezan an tân-gwall, diêsoc’h e vougan ; es eo lakat droug da vont en eun den, diêsoc’h tennan anezan. Diwallet eta diouz ar vuhanegez. Dre ho skiant-prenan e ouzoc’h pegement a zroug e ra.
Herodez, o welet ne deue ket an tri roue da zigas kelou d’ezan eus ar pez o devoa gwelet en Bethleem, a yeas kement a gounnar ennan ma roas urz da lazan holl vugaligou ar gêr-ze. Dinam oant koulskoude ; n’eus forz ; c’hoant en devoa d’en em venji.
Daoust hag ar vuhanegez n’he deus ket douget ac’hanoc’h d’ober gwaperez ha fallagriez ?
II. — Na pebez tristidigez a oe en Bethleem, pa deuas di ar vourrevien ; diframman ’rênt ar vugale eus adre daouarn o mammou hag e lazent aneze dirake. Gwir eo, ar verzerien vihan-ze o deus gonezet ar baradoz, mes nag a familhou a zo bet laket en kanvou dre vuhanegez eun den hepken !
Nag a zarvoudu spontus a zigouez en eun hunvre, pac’h a droug en dud !
Herodez a glaske Jezuz, mes ne gavas ket anezan ; tec’het oa d’an Ejipt. An den en kounnar a glask ive e blijadur, mes en e lec’h ne gav nemet tristidigez.
III. — Dal ma ve tremenet ar barr, e krog ar morc’hed er galon ; mezek e teuer da vezan ; keun a zav, keun war-lerc’h ; ma karfed furât goude, ar c’heun, da vihanan, a dalvezfe d’eun dra bennak.