Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/903

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Kerdu
903
sant thomas kantorberi

————


KENTEL


Ar pastor mat


Sant Thomas Becket a zo bet eur pastor herve kalon Jezuz, hag abalamour da ze, e rêr an enor d’ezan da lenn, de e ouel, Aviel ar pastor mat.

Ar pastor mat, eme Jezuz-Krist, a ro e vue evit e zenved. Ar gopraer, ha n’eo na pastor, na perc’hen an denved, hennez, pa wel ar blei o tont, a red kuit, hag ar blei a lamm war an denved hag o c’has aman hag a-hont. Hennez a ya kuit, abalamour m’eo gopraer, ha n’eo ket nec’het o klask gouzout petra deuio an denved da vezan.

Ar pastor mat a anave e zenved ; gervel a ra pep-hini aneze dre e hano ; kas a ra aneze war ar peuri dru ; pellât a ra dioute ar peuri kontamet ; redek a ra war-lerc’h an danvad dianket, ha pa gav anezan, e samm anezan war e ziskoa evit ne vezo ket skuizet gant an hent, hag e ped e amezeien da zont d’en em laouennât gantan war digare distro ar reuzeudik.

Perak ne zilez ket anezan ?

Perak ne lôska ket anezan da vont da goll ?

Abalamour ma kar anezan, ha ma klask e eürusted. Ma ’n em zaon daoust da ze, e c’hallo lavaret e vea culpa.




Tregontvet devez a viz Kerdu


An Den eürus Sebastian Valfre
Beleg eus a Urz sant Philip Neri (1629-1710)



Sebastian Valfre a oa ganet en Verduno, er Piemont, an 9 a viz meurz 1629. E dud a oa labourerien douar, a c’honeze o bara diouz c’houezen o zâl. Sevel a rejont o mab en doujanz Doue. Abred e tiskouezas eur garante vras evit ar beorien. Kerkent ha ma kleve eur paour e-tal an nor o lavaret e bater, e rede da gaout e vamm hag e lavare d’ezi : « Mamm, aze zo eur paour o c’houlenn an aluzen ; digaset d’in eun dra bennak, buhan, da gas d’ezan ! »

A-wechou ar vamm a lavare d’ezan ne roje netra ; ha neuze ar bugel a ’n em lake da ouelan.

Mat ouz an nesan, Sebastian a oa kalet outan e-unan. N’en devoa c’hoaz nemet dek vla hag e tremene ar c’hoaraïz pen-da-ben o vevan diwar bara ha dour.