Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/911

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Itron-Varia Rostren
Pempzekvet devez a viz Eost


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Rostren


En miz kerdu, er blavez 1300, eur burzud bras a c’hoarvezas en kerig Rostren. En harz mogeriou he c’hastel-krenv, e oa eur voden roz goue hag a oa deut, neve oa, da dôl he glazur hag he bleun da viz kerdu, evel en kreiz miz mae.

An dud a estlamme ; ôtrone Rostren, o chom er c’hastel, a reas toullan endro d’ar blanten. Kavet a oe dindani eur penn gwerc’hez dero, hag an holl, ouz e welet, a stouas gant levenez ha doujans vras da zaludi Mari, Mamm Doue.

’Boue pegoulz ha dre benôs en em gave eno ar skeuden-ze ? Den ne ouie ; marteze 400 vla oa, ’boue amzer an Normaned, pa renkas ar Vretoned tec’hel arôk an dud goue-ze, ’n eur gas gante, pe en eur guzan en douar, skeudennou ha relegou o zent. Bopred eo, Rostreniz, ha Kerneviz gante, a ziskouezas d’ezi joa vras hag a gasas hepdale a-bell bro brud Gwerc’hez ar « roz-drenen ».

Ar belerined a diredas eus Argoad hag Arvor, da chapel ar c’hastel, elec’h ma oa bet douget. Eur feunteun a oa strinket en harz ar bod roz ; etre ar chapel hag ar feunteun-ze, burzudou stank a c’hoarvezas hag a lakas mui-ouz-mui a brez war ar gristenien da zont da c’houlen skoazel an Itron-Varia.

Gwelet a oe, eus an eil kantved d’egile, prinsed ha sent o tont da zaoulinan diraki : an ôtrou sant Erwan, Charlez Bleiz, sant Visant Ferrier, Franseza Amboaz, an Tad Maner.

Chapel an ôtrou baron a Rostren a ’n em gavas souden re enk da rei digemer d’an holl belerined. Ar baron Per a zavas eun iliz, hag ouz an iliz eun ti chalonied, (27 a viz eost 1483). Nep lec’h en Breiz ne oe neuze kaeroc’h pelerinaj d’ar Werc’hez, gant hec’h iliz uhel, frank ha skedus, bet laket endro d’ezi ijin ha madou bras ; he chalonied, he noblans, rak ôtrone Rostren oa, kouls lavaret, ’n em westlet d’ezi korf ha kalon.

Hirie ne chom ken, eus oberou an amzer goz, nemeur a dra en tu-hont d’ar zonj ha d’an hano ; n’eus ken nemet ar garante hag an doujans, en kenver Mari, ar re-ze n’o deus ket koac’het.

Er blavez 1793, pa renkas kuitât hec’h iliz ha tec’hel, eur