Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/912

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
912
pardon ha pelerinaj itron-varia-rostren

wech c’hoaz, arôk kounnar au dud divade, e kavas en Rostren eun ti kristen da rei d’ezi repu.

Den, avat, ’n ije kredet neuze e tizroje c’hoaz d’hec’h iliz hag e vije kinniget d’ezi, kant vla goude, kaeran enor he devoa bet biskoaz.

Er bla 1888, eur bugel eus Rostren dent da vezan eskob Sant-Brieg, an ôtrou Bouche, a fellas d’ezan trec’hi war baroned Rostren o devoa grêt kement evit ar Werc’hez. Eun dra a vanke da rouanez Kerne : eur gurunen. An ôtrou Bouche he goulennas digant an Tad Santel ar Pab Leon XIII, hag e oe ôtreet d’ezan raktal. Pebez levenez e-touez ar gristenien ! Ne oa ket eur galon ha ne dridje o sonjal e oa deut tro ar vugale da ziskouez d’o Mamm drugarezus o anaoudegez vat hag o c’harante. Sonj a deue d’eze eus ar burzudou grêt ganti en o c’henver : en Plelauff hag en Ploerdut, diou wreg pareet, goude ne oa ken louzou ebet evite ; eun den eus Bonen, eun all eus Gronwel, eur miliner eus Plougerneve, mab eur boulonjer eus Rostren, tennet adre skilfou ar maro, rentet d’eze ar yec’hed o devoa kollet.

Eur barrad kanvou a deuas, siouaz, da veskan kemend-all a levenez : an ôtrou ’n eskob Bouche a oe galvet da zigemer eur gurunen en nenvou, arôk ma ’n evoa gallet kuruni e Vamm war an douar.

An ôtrou Fallières a achuas e labour, gant skoazel an ôtrou Péchoux, person Rostren.

An 2 a viz gouere 1900, e teuas eskob Sant-Brieg, ha seiz eskob-all gantan, da lakat war benn ar Werc’hez eur gurunen aour kinniget gant unan eus kerent an eskob maro.

Dour-bil a rê, evel en de ma oe kurunet an Itron-Varia-Wir-Zikour Gwengamp.

Daoust da ze, ugent prosesion ha tri-c’hant beleg a oa deut d’ar gouel hag a reas endro da Rouanez Kerne eur gurunen a enor kalz skedusoc’h c’hoaz ’vit an hini a laked d’ezi war he zâl.

An oferen-bred a oe kanet gant an ôtrou Dubourg, eskob Moulins ; an ôtrou Olier, rener kloerdi Plouguerneve, a reas eur brezegen hag a unanas an holl galonou en harz treid ar Werc’hez. Veni, coronaberis : deut, ma vefet kurunet. Pevar beleg a zoug ar skeuden betek an ôter. Mouez au eskob a gan ar Regina Coeli :

Alleluia ! na pebez joa
Dec’h-hu, Mamm a garante !

Pan eo achu, e krog er gurunen aour hag e pôz anezi, gant eun dorn hag a gren, war benn ar Werc’hez : « Evel ma kurunomp ac’hanoc’h war an douar, emezan, ra vefomp kurunet gant ho Mab en nenvou !

D’abarde, an amzer o vezan deut gwelloc’h, ar prosesion a yeas er-mêz, — kaeran hini oe gwelet biskoaz en ruiou Rostren, — en eur ganan gwerziou ha kantikou. An ôtrou Eveno, rener kloerdî Sant-Jakez, a reas neuze d’ar bobl eur brezegen en brezoneg.

Bep bla, gant ar 15 a viz eost, pardon an Itron-Varia a zigas da Rostren eleiz a belerined.