Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/913

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
913
pardon ha pelerinaj itron-varia-rostren

D’abarde, an amzer o vezan deut gwelloc’h, ar prosesion a yeas er-mêz, — kaeran hini oe gwelet biskoaz en ruiou Rostren, — en eur ganan gwerziou ha kantikou. An ôtrou Eveno, rener kloerdî Sant-Jakez, a reas neuze d’ar bobl eur brezegen en brezoneg.

Bep bla, gant ar 15 a viz eost, pardon an Itron-Varia a zigas da Rostren eleiz a belerined.

Ar 14 da greiste, e ve douget ar Werc’hez kurunet war he zrôn. D’abarde-noz e ve kanet ar gousperou kentan ha gret ar prosesion a-dreuz da ruiou kèr sklerijennet. ’Pad an de hag en noz, e ve beleien o kovesât. Ar 15, e ve oferennou adalek 5 heur. Da 9 heur hanter, ec’h a ar prosesion d’ar feunteun, ha da 10 heur e ve kanet an oferen-bred. D’abarde, goude ar gousperou, ar prosesion a ya adarre er-mêz, hag ar bobl a gân a greiz kalon gwerz Itron-Varia-Rostren, ’lec’h ma kaver war an dro yez kaer ha fe birvidik hon tadou :

Mamm Zantel da Zoue, Itron-Varia Rostren,
Rouanez ar gêr-man, chilaouet hon feden,
Digoret ho tivrec’h, digoret ho kalon.
Da rei d’ho pugale ho pennoz, o Itron.




Goueliou ar Pantekôst


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Sant-Karre
en Lanvellek
Itron-Varia-Sant-Karre
Itron-Varia-Sant-Karre

Ar bla 1694, e oa o chom en keriaden Sant-Karre, en Lanvellek, eul labourer paour e hano Bizien Yan, hag an evoa eur garante dener evit ar Werc’hez Vari. E vamm he devoa gwestlet anezan d’an Itron-Varia adalek ma oa ganet, ha kentan tra a zeskas d’ezan a oe hano Itron-Varia Sant-Karre hag istor he chapel hag e devosion.

Dal ma reas e gammejou kentan, ar bugel e paras e zaoulagad war dismantrou ar chapel-ze bet gwechall darempredet gant pelerined eleiz. Mar vije trist e galon o welet he stad truezus, ne baoueze ket, koulskoude, da bedi ar Werc’hez gant fizians, o adtremen en e spered ar pez an evoa desket war varlen e vamm.