kêr a lugern ’vel eur berlezen hag a ra d’an Itron-Yaria eur gurunen a mil ha mil stereden.
En noz arôk ho pardon,
Dre hon ruio kempennet,
C’houi a dremeno, o Itron,
Seder ha joaüs meurbed.
Douget gant ho martoloded,
Endro d’ac’h ho pugale,
Dindan an nenv steredennet,
C’houi ’vo kaer ’vol goulou-de.
Ha mar be sklêr bolz an nenvo,
Ruio Pontrev ’vo ive :
En noz-ze, gant o goloio,
E voint sklêr evel an de.
Tôlet zo bet plê penôs biskoaz an amzer fall ne harzas ouz ar prosesion-noz da vont er-mêz. Gwelet eo bet ar glao o tevel, pa deue koulz ar prosesion hag o adkregi adarre, gwasoc’h ’vit biskoaz, kerkent ha ma vije dizro d’an iliz.
Koulskoude, eun dra a fellfe c’hoaz evit kreski enor ar pardon : eur chapel neve d’an Itron-Varia, testeni a anaoudegez vat ’vit an amzer dremenet, hag eienen a c’hrasou kaeroc’h c’hoaz ’vit an amzer da zont ; eur chapel neve-flamm, ma hon dije esper da welet bepred an Itron-Varia enoret en Pontreo hag ar gristenien, a rum da rum, o pignal bep bla da dachen he fardon, o kanan d’ezi kantik ar martolod :
Miret hon bago, hon listri,
Itron-Varia-Fantanio,
Grêt na noazo d’ar verdidi
Nag avel, na kuruno,
Na gerrek, na gwagenno ;
Ni ’westl d’Ec’h hon c’halono.
Ar pelerin a bleustr, ’vit ar wech kentan, douar santel ar Goz-Yaudet, a wel eno unan eus ar c’haeran tolennou a oufe Breiz-Izel dispakan dirak an daoulagad.
Ne oar, da gentan, ouz petra sellet, pe ouz ar mor bras kompez henvel ouz eur vantel c’hlas divent, eur voulouzen wenn war he zro ha steredennou arc’hant o lintran a vilierou, war he c’horre, pe ouz an douar, kosan tam en Breiz, marteze, bet pleustret gant kristenien.