Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/921

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
921
pardon ha pelerinaj itron-varia-guiaudet

hag e dud o devoe leiz kof, epad eun nebeut deiou, gant o skudellad bleud. Leun a levenez, setu an tad da Vothoa da gomz ouz dom Gregor Raoult, ar person. Heman, avat, n’hen kredas ket ; kaer en devoe distrei eun eil gwech, ne gavas gantan nemet komzou treut ha gwapaüs ; an ôtrou person a gemere Alan ’vit eun hunvreer pe eur foll. Ar paour kez den a oa glac’haret ken a oa. Ar Wer-c’hez a gomzas outan eun dervet gwech : « Et c’hoaz, emezi, ha bezet dinec’h ; ar wech-man person Bothoa ho selaouo. »

Ar Werc’hez n’e ket gaouiad ; ya, dom Gregor a oa deut da gredi, rak digare a oa bet roet d’ezan : deut a oa dall.

Ar person a yeas en prosesion da Goatkoustrennek, renet gant Glôd Alan. O burzud ! Kerkent ha ma ’n evoe tôlet troad war douar Mari, e teuas d’ezan ar gweled. Skeuden ar Werc’hez a oa eno, neve gavet, rak el lec’h-man he devoa bet c’hoaz eur chapel. War ar skeuden-ze e paras, da gentan, sellou ar person ; dont a reas d’he briata en eur ouelan hag he dougas gant kalz a stad betek eur men a weler c’hoaz hirie war dachen ar Guiaudet.

Ar burzud-man a reas kalz a drouz dre ar vro hag a zigasas kristenien eleiz da Goatkoustrennek. Eun tam lochen a oe savet gant koad ha balan, evit repui ar skeuden vinniget, da c’hortoz gwelloc’h.

An ôtrou Daniel a Francheville, eskob Perigueux, hag a oa kalz eus e leve en Laruen, a deuas ive da Goatkoustrennek ; o vezan anavezet ar wirione, e roas douar hag arc’hant da zevel eur chapel. War-ze, pep-hini a deuas da rei e damm, herve e zanve. Benn ar fin e oe dastumet hanoiou seiz mil den hag a ginnige leve evit sevel ha derc’hel chapel ar Werc’hez.

Savet a oe ha hanvet eur beleg d’oferennan ha da govesât enni bemde. Burzudou a bep seurt, tud mut, tud dall, tud kamm pareet, a lakas ar gristenien da ziredek muioc’h-mui d’al lec’h santel. Ar pelerinaj a yee bep bla war greski, pa deuas an Dispac’h da laerez ar chapel ha d’he zerri. Eun den eus ar barouz, e hano Hamon an Neûn, a glaskas, zoken, dispenn al labour kaer savet dre fe Glôd Alan hag e genvroïz. Diskar a reas c’houec’h warn-ugent eus kroaziou ar barouz ha tôl Gwerc’hez ar Guiaudet diwar he zrôn. Kastizet a oe hepdale, dre zorn ar Chouanted : ar re-man hen lazas. Kerkent ha ma oe tremenet reuz an Dispac’h, ar chapel a oe digoret ha kempennet a-neve gant daou veleg eus ar barouz, an ôtrone Yan ha Fransez ar Pennek. Ar pelerinaj a deuas da vezan ken brudet ha biskoaz, darempredet kouls gant tud Treger ha Gwened evel gant Kerneviz.

Tamn ha tam, ti ar Werc’hez a oe kaeraet, pep-hini eus personed ar barouz o lakat endro d’ezan kement ha ma c’halle a boan hag a arc’hant : an ôtrone Daniel, ginidik eus Mousteru, Ar Rolland, Ar Men, hirie person Kallak, a brenas d’ezan tôlennou, ôteriou, gwer livet, a reas grean anezan diabarz ha diavêz. An ôtrou Rolland, « barz an Itron-Varia-Guiaudet » , kaner flour hag helavar, a reas en he enor diou werz.