Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/923

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Itron-Varia Sklerder
Itron-Varia Sklerder


Pemzekvet devez a viz Eost


PARDON HA PELERINAJ ITRON-VARIA-SKLERDER
en parouz Perros


Pell amzer zo, gouel ar Werc’hez hanter-eost a zo eun de kaer ha meurbed santel en parouz Perros hag er parouziou tro-war-zro.

An holl dud a deu d’ar vro, a-dost pe a-bell, a blij d’eze mont betek ar chapel savet war eur blenen uhel, a-us d’ar mor, chapel Itron-Varia-Sklerder. Ar gwir gristen a goue raktal war bennou e zaoulin d’ober eur beden ; an den badezet ha dilezet gantan e fe n’hall ket harz da vezan souezet, hag alïes e teu war e vuzellou an Ave Maria desket gwechall war barlen e vamm.

Hag en gwirione, ar chapel-man a zo dispar e-touez ar re-all ; en tu-hont mac’h eo kempennet brao ha kizellet kaer, he deus eun istor ; gallout a rêr lavaret ec’h eo chapel ar burzudou.

Breman zo demdost da c’houec’h kant vla, listri Roue Frans, renet gant eur Breizad a fe, markiz ar Barac’h, eus Louannek, oa o tistrei diouz Bro-Zôz. Mat oa an avel, sioul ar mor, glas an oabl ha seder an holl galonou, en eur dostât ouz ar vro, ar gerent hag ar vignoned karet. En eun tôl, e sav eur vougen hag a ’n em led hag a denva evel eur goumoulen ; an heol zo kuzet, an oabl tenvalaet ; red eo chom hep finval. Mes an avel a deuas da grenvât hag en despet d’ar sturier, al listri a oe kaset war eün war reier ar Jentilez. Ar markiz, dirak ar maro ken tost, a gouezas war e zaoulin ha gantan